Ar Fentanyl a zo erruet e Breizh (gant Joerjianed !)

Publicité

Gwelet ‘peus ar videoioù war ar rouedadoù sokial ma weler seurt zombioù dindan fentanyl, un dramm marc’had-mat 1000 gwech kreñvoc’h eget ar morfin ? Ur gwir poezon eo deuet da vezañ en SUA !

Erruet eo e Breizh ! E Sant-Nazer zo bet serret daou Jeorjian hag a glaske kaout louzoù diwar Fentanyl en apotikerezhioù gant ordrenañsoù faos pe laeret. D’ar 15 a viz mae 2023 e krogas an afer pa voe serret un den en un BMW du e Sant-Nazer. Piv e oa an den-mañ ? Ur jeorjian, dindan OQTF, o chom en Il-ha-Gwilun ma’z eus ur gumuniezh jeorjian niverus bremañ. Ur penn-dramm e oa ha klask a rae kaout e « lodenn ». Klask a reas an archerien mont pelloc’h rak lavaret eo bet dezho gant ar servijoù ispisializaet o doa kavet penn d’un trafik brasoc’h. 100 archer a oa o tibunañ ar gudenn. A-benn ar fin eo bet komprenet ganto e oa un trafik ramzel a Fentanyl er « C’hornôg meur ». D’an 10 a viz even e tivizas an archerien d’ober un taol ruz ha 15 den a voe serret, 13 anezho tro Roazhon.

A-benn fin ar c’hont zo bet lakaet dindan ensell tri Jeorjian hag a vefe e penn an trafik-mañ.

Daou anezho a zo en toull-bac’h da c’hortoz o frosez, an trede hini, ur vaouez, a zo bet lakaet dindan evezh barnerezhel.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : park Beauregard aloubet gant repuidi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.