Sant-Nazer : « N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra », an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Publicité

Dirak al lez-varn e leñv ar paotr. Nac’hañ a ra, par ma c’hell. Ha padal ez eus prouennoù dirak fri ar barner, met ne vern, nac’hañ a ra an Aljerian. « N’eo ket me ! »

E Happy Cash Sant-Nazer e krogas an afer. En adwerzher anavezet mat-mañ e welas ur sonour… an binvioù sonerezh a oa bet laeret dezhañ un nebeut devezhioù a-raok ! Mont a reas da welet ar gwerzher hag a ziskouezhas dezhañ paper-anv an hini en doa degaset anezho er stal. N’eo voe ket diaes evit ar boliserien lakaat an dorn warnañ goude-se.

Met ne oa ket echu an afer. Etre ar c’hentañ hag an eizh a viz gouere e oa bet laeroñsioù e Sant-Nazer. Ha bewech e oa bet gwelet an Aljerian gant tud a oa war al lec’h, pe adkavet e oa bet gantañ euroioù eus Bro-Bologn, kartenn bank ur plac’h laeret, alc’hwezioù ur ranndi « gweladennet ». Met ne vern, bewech « n’en deus netra da wel en aferioù-se ».

E vignonez a lavar memestra he deus gwelet tra-mañ-tra er skwat m’emaint o chom. Un deiz, hervezi, en defe troket un urzhiataer laeret ouzh un dozenn kokain memes. Met dirak al lez-varn e kendalc’h da nac’hañ…

Ha perak e lavar un anv faos d’ar boliserien a-wechoù ? Peogwir emañ dindan OQTF hag aon en deus bezañ « advroet » d’an Aljeri.

E vreutaerez a reklem « un eil chañs » evit he fratik. Un eil chañs ? Met petra en deus graet ar wech kentañ evit bezañ dindan OQTF ?

A-benn ar fin eo bet kondaonet da zaouzek mizvezh toull-bac’h mui pemp bloaz en e « varadoz » (an Aljeri).

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sant-Nazer : « N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra », an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Dresit evid ur wezh eo bet kondaõnet unan eus ar re se.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.