Hengoat (Bro Dreger) : un iliz o kouezhañ en he foull

Publicité

E Hengoat e bro Dreger eo serret iliz Sant-Maodez abaoe miz kerzu 2019. Rak deuet eo da vezañ dañjerus, dañjerus-tre zoken. Endu a gouezhe e-pad an oferennoù, mein a-wechoù. Siwazh n’eo ket sur e c’hello bezañ savetaet ar savadur sakr. Rak savet eo bet war ur seurt « douar traezh » ha n’eo ket stabil-tre. Evit he saveteiñ e vefe dav dispignañ 2 vilion a euroioù. Gleborus eo ouzhpenn-se hag al labourioù a zo bet graet enni ha tro-dro o deus gwashaet an traoù.

Met penaos lakaat kement ha arc’hant war an daol evit ur gumun a 220 anneziad ? 30 000€ a zo bet lakaet gant ar gumun dija evit ober al labourioù mallusañ ha klask skarzhañ ar gleboraj. Met gouzout a ra ar gumuniezh kumunioù e tleo digeriñ he yalc’had evit sikour Hengoat deiz pe zeiz.

Un enklaskadenn foran a vo aozet evit ma vefe roet ho soñj gant tud ar vro. Hag un doser a vo savet evit goulenn sikour ar Fondation du Patrimoine hag ensavadurioù foran all. Ma vez asantet ganto e c’hello bezañ savetaet iliz Sant-Maodez.

Crédit photo : Spandeau pour Wikipedia
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Hengoat (Bro Dreger) : un iliz o kouezhañ en he foull”

  1. Noël dit :

    Dre ma ne bleustr ket ar Vretoned o ilizoù e kouezhint deiz pa zeiz en o foull.
    N’eus ket da souezhiñ gant an dra-se : natur eo d’un dra na servij ket mont da netra e-unan, nemet ez asantfe an dud e vefe tennet an ilizoù ha chapelioù fiziet gant lezenn 1905 en Iliz katolik, ha gouestlet hiviziken d’an douristelezh a-yoc’h.
    Neuze e vo kavet arc’hant.
    Er pleustr ez eo an dra-se a c’hoarvez forzh penaos : a-vec’h eo pa c’houlenn c’hoazh o aotre an tiez-kêr digant ar bersoned pa vez anv da gempenn diabarzh an ilizoù.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.