[Pegen brav eo Breizh] : an tri feulvan eus Perfao e Sant-Vran (Bro Menez)

Ur mignon din eus skol-veur Roazhon en doa komzet din eus tri feulvan ar Perfao e Sant-Vran, e Bro Menez. Hemañ a zo tik ouzh ar gallaoueg. Hervezañ eo yezh e gêr genidik (pe dost), Sant-Vran ha yezh e vroig, bro Menez. Esper em eus ne vo ket chalet ma skrivan ar pennad-mañ e brezhoneg. Ne soñj ket din rak deskiñ a ra brezhoneg ivez).

Etre Sant-Vran ha Langourla ez eus daou lec’h heverk : reustr Quemelin (Ker Melin) e Langourla ha peulvanioù Perfao e Sant-Vran. Hag e-korf un endervezh e c’heller gweladenniñ an daou !

Skrivit « Chaos de Quémelin » war google hag e vezoc’h kaset d’ur gêriadenn savet war bord ar stêr Renk. Amañ n’eo ket ur stêr, ur gwazh-dour bras ne lavaran ket. N’emañ ket pell e andon, e Koadlinez. A-hed torgennoù ha flondrennoù Bro Menez e red betek Dinarzh. E Langourla aze eo ur seurt stêr-fround c’hoazh.

Met mont a raimp da weladenniñ reustr Quemelin diwezatoc’h, hiziv emaomp o vont da zizoloiñ peulvanioù ar Perfao.

Da gentañ, dav eo mont a-hed ar Renk war ur c’hant metr bennak. Brav-tre eo al lec’h dindan ar gwez. Reier a zo ma klask an dour en em silañ etrezo. Ul lec’h keltiek-tre !

Goude-se e vo ret deoc’h mont gant an tu-dehou war an hent ha n’eo ket gant an tu-kleiz hag az a betek ar Reustr.

Goude bezañ treuzet parkoù ha koadoù e erruoc’h e-kichen un atant. Just goude ar c’hoadeg, a gleiz, e vo ar peulvan kentañ. Dam-guzhet eo er c’hoad.

N’eo ket bras-tre ha n’haller ket mont da welet anezhañ a-dost, siwazh.

Met 100 metr ac’hann, setu an hini brasañ :

6,60m e uhelder, 3,75m e ledander, n’eo ket dister eo ! Hervez ar pannel a zo bet savet e-kichen ez eus kalz a vojennoù diwar e benn. Gwechall, a lavare an dud, e oa boutiged ha korriganed o rodal tro-dro d’ar peulvan bet savet ganto. O zi e oa. Leun a istorioù a seurt-se eo Bro Menez hervez ma mignon.

500m pelloc’h emañ an trede peulvan. Un tamm bihanoc’h : 4,90m met brav-tre ivez.

Ar pezh a sacho o evezh moarvat : war bord an hent ez eus amañ hag ahont berniadoù mein ha reier. Evel ma vefe bet peulvanioù all gwechall met diskaret gant ar baizanted pe me oar. Darn anezho a seblant bezañ troc’het dre an hanter. Pe marteze e oa o sol.

Ha ma vefe Perfao ur seurt Karnag bihan gwechall ? Setu ar pezh a soñj ar pourmener o welet kement a reier berniet. Hervez un den kejet outañ war bord an hent ez eus ar memes bernioù.

M’ho peus nerzh a-walc’h e c’hellit kenderc’hel ho hent betek kastell Langourla.

N’eo ket kozh-douar (XVIIIvet, gant lodennoù renevezet en XIXvet kantved) hemañ met brav-tre eo ! Arabat tremen e-biou hep mont da welout anezhañ !

Ur wech distroet d’ar c’harr-tan hag a-raok distreiñ da Roazhon e c’hellit mont da saludiñ bez Martial Ménard e Lanrelaz, un nebeut kilometroù ac’hann.

Eflamm Guérin

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.