Publicité

Un toull a 500 000€ a zo e kef Diwan ar bloaz-mañ. Atav muioc’h a frejoù ha nebeutoc’h a vugale enskrivet (3930 skoliad -40). Ha nebeutoc’h a arc’hant publik ivez evit ar gevredigezh rak diaesoc’h-diaesañ eo evit an ensavadurioù lec’hiel reiñ arc’han da Ziwan, kevredigezh prevez ha n’eo ket publik. Ouzhpenn da se n’eo ket mui ensavadurioù lec’hiel zo evit reiñ arc’hant da sektorioù zo ha n’int ket gwelet evel « sektorioù hollbouezhus », yezhoù Breizh paneveken.

Hervez skouer departamant Il-ha Gwilun hag a zo hogozik o tebriñ e strapenn abalamour da gresk an dispignoù sokial (ha kalz a zispignoù a sell ouzh degemer an envroidi en o zouesk), pezh a dalv nebeutoc’h a arc’hant evit ar brezhoneg evit kevredigezhioù an departamant.

Setu perak en deus lañset Diwan ur galv d’ar Vretoned evit ma vefe roet pep a skodenn. Evel just ma vefe publik Diwan ne vefe ket ar gevredigezh o c’houlenn an aluzenn ingal digant ar Vretoned.

46 skol kentañ derez, c’hwech skolaj hag ul lise a zo er rouedad Diwan.

Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Emañ Diwan o klask 500 000€ !”

  1. T. Gwilhmod dit :

    Ne « brodu » Diwan nemet unanigoù a raio diwezhatoc’h eus ar yezh yezh o familh (ma tismezont…).
    N’eo ket broadelour a spered hag enep kristen diskleriet.
    Ret eo deomp sevel hor skolioù deomp hon-unan, er-maez kevrat pe er gêr.

Publicité

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

CARHAIX

Langue bretonne à Carhaix : moins de locuteurs, mais une pratique qui se rajeunit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.