Goude ar CGT, ar CFDT hag an SLB, setu ur sindikad nevez e-barzh Diwan : ar SunDep an hini eo, da lavaret eo un is-sindikad eus Solidaires.
Setu ar pezh a zo bet kaset war ar rouedadoù sokial gantañ :
Problemoù a zo c’hoazh hag atav e-barzh Diwan ha gwashaet eo ar problemoù-se gant ar bolitikerezh. Aze, n’eo ket ar « vroadelourien » a-enep ar « rannvroelourien » evel gwechall met ar « gaochisted » a-enep an re neptu pe normal, pe ar re eus an tu-kleiz a-wezhioù met an tu-kleiz mod kozh, hini a-raok ar wokism. Problemoù a zo etre « gaochisted » ivez. « Gaochisted » a-enep « gaochisted » ! O natur eo d’en em ranniñ ha d’en em ganniñ evel-se, petra ‘ri.
N’eo ket gant degouezh Solidaires hag ar CNT er jeu e vo sioulaet an traoù e-barzh Diwan, sur ha n’eo ket marteze.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.