Ha dilamet e vo ar c’heleier e brezhoneg diouzh an eurioù selaou bras war ICI Breizh Izel ?

War ar radio bublik Ici Breizh Izel e klever alies abadennoù e brezhoneg. Pas a-walc’h evel just met bez ez eus kalz muioc’h eget e « rannvroioù » all. Hag akourset eo tud vunut Breizh Izel da selaou an abadennoù-mañ, memes ar re a zo berr o brezhoneg. Plijout a reont d’an dud, er c’harr-tan, er gêr pe en traktour !

Met nebeutoc’h-nebeutañ a vrezhonegerien a-vihanik a zo, falc’het ma’z int an eil war-lerc’h egile gant an Ankou. Setu perak e kav Ici Breizh-Izel ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a dud o selaou hec’h abadennoù e eurioù zo, dreist-holl en eurioù e brezhoneg. N’eus ket pell zo ez eus bet embannet gant renerezh Ici Breizh izel, e vo fin d’ar c’helaouennoù kelaouiñ e brezhoneg e-kreiz ar mintinvezh, « prime time » ar radio, adalek miz Gouere o tont.

Gant gopridi eus an abadennoù e brezhoneg eus Ici Breizh-Izel eo bet skrivet an destenn-mañ hag ez eus bet lañset ur petision evit reklem e vefe nullet diviz ar renerezh. 886 den o deus sinet anezhi d’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ.

Lizher digor gopridi diyezhek ICI Breizh Izel

Amañ, e Breizh izel, e tilamer ar c’heleier e brezhoneg diouzh an eurioù selaou bras

Renerezh Ici Breizh izel, ex-France Bleu, skingomz ar servij publik e kornôg Breizh, a zo o paouez kemenn d’he c’hopridi divyezhek e vo fin d’ar c’helaouennoù kelaouiñ e brezhoneg e-kreiz ar mintinvezh, « prime time » ar radio, adalek miz Gouere o tont. En un doare fetis
ne chomo nemet ur gelaouadenn div vunutenn skignet da 6 eur hanter a-raok ar mare kreñv, etre 7 eur ha 9 eur, pa vez 10 munutenn bremañ. A-hed an devezh eo ur rannadur dre bevar eus an amzer skignañ gouestlet d’ar c’helaouiñ e brezhoneg, o tiskenn eus 16 da beder vunutenn bemdez. E-pad an dibenn-sizhun e vo div wech nebeutoc’h a geleier e brezhoneg ivez, pa ‘vo lamet un emgav diouzh ar mintin. Ar c’hempouez d’ar c’holl-se a zo ur raktres displann war an niverel, hep pal sklaer evit poent. 

Ar giladennoù-mañ e-kerzh an 43 bloavezh a istor hor skingomz a laka spered hor mediaoù da fall ha mont a reont a-enep d’ar palioù bet graet anv anezho nevez ‘zo gant Kuzul broadel ar yezhoù ha sevenadurioù rannvroel. An ensav-mañ, bodet e deroù miz Mae gant ministr ar Sevenadur, An itron Rachida Dati, a bouez evit « an ezhommoù diazez evit brudañ ar yezhoù rannvro : diorren an teknologiezhioù niverel evit saveteiñ anezho ha lakaat ar yezhoù-se e-barzh programmoù skignañ foran gwelloc’h. » 
Ar cheñchamantoù a fell da renerezh Ici Breizh izel war an niverel ne zleont ket bezañ graet diwar-goust ar skingomz.

Abeg an digreskoù bras-se a vefe, hervez ar renerezh, abalamour da zigresk an niver a vrezhonegerien. Hervez priziadurioù ar studiadenn sokioyezhoniel bet urzhiet gant Rannvro Breizh hag embannet e miz Genver tremenet, eo bet rannet an niver a vrezhonegerien dre zaou e-korf c’hwec’h vloaz ha bezañ hiziv war-dro 100 000 brezhoneger. Ar brezhoneg a vefe neuze « un harz da dizhout selaouerien nevez », hervez ar renerezh, tra m’emañ hon niver hollek a selaouerien o tigreskiñ. Kement-mañ a zo ankounac’haat pegen stag eo tud Breizh izel d’o yezh, ouzhpenn 35% a dud bet goulenataet hervez ar studiadenn-se.

En amdro-mañ omp a-du da lakaat ar c’hinnig kelaouiñ e brezhoneg da cheñch ha da ziorren stummoù nevez war an niverel. Kinnigoù pleustrek hon eus graet war an dachenn-se. Met arabat eo dilezel ar skingomz nag hor selaouerien, an 11% a vrezhonegerien a gompren ar yezh hag ar re a fell dezho klevet anezhi.

Hep brezhoneg, Ici Breizh izel ebet !

Ya met hervez ar pezh a zo skrivet a-us… e Breizh ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a vrezhonegerien hag a c’hallaouegerien (ha n’o deus tamm abadenn ebet en o yezh war Ici Armorik hag Ici Loire-Océan) ha, gwasoc’h c’hoazh ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a vretoned. Hervez an enklask sokioyezhoniel embannet warlene e vefe ganet 30% eus an dud o chom e Breizh e-maez a Vreizh. Ha n’eo ket tud pinvidik o prenañ eiltiez war an aod nemetken anezho.

Hag e chomo gwir Vretoned a ouenn vat e Breizh a-benn 50 vloaz ? Hag e vo desket hor yezhoù gant ar « poblañsoù nevez » oc’h erruet en hor bro ?

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Ha dilamet e vo ar c’heleier e brezhoneg diouzh an eurioù selaou bras war ICI Breizh Izel ?”

  1. herve Brétuny dit :

    respont ar houlenn diwezhan : ne vo ket

  2. Raymond Neveu dit :

    Pe ‘po pe ‘po ket ur Vigouden pe ‘po pe ‘po ket ur Vigouden da gouket (kanaouen ar vugaled)!

  3. Patrick Yves GIRARD dit :

    Herve Bretuny : Spi ebet ganeo’h neuzen ? Hini ebet a ‘hellje bezã sur hag an dazont me ‘ gav din-me…

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Petra a c’hoarvez ‘ba Pluverin ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Italia : an emrenerezh evit ar « Valadas Occitanas » ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, LA BAULE, Local, Sociétal, Société

Ar Roc’h-Bernez (56) : panelloù istorel e skritur inkluzivel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky