D’ar 26 a viz eost, Mathieu Elgoyhen, maer EH Bai (abertzale eus an tu-kleiz) Saint-Pierre d’Irube/Hiriburu, nepell eus Baiona (Bayonne), en deus lakaet ar guzulierien da votiñ war an euskareg ofisiel er gumun, « asambles gant ar galleg » evel rezon. Votet eo bet a-unvouez ha bremañ eo ar gumun-se eus proviñs al Labourd an teirvet hini m’eo bet votet an euskareg ofisiel goude Sare ha Bayonne. Evel just ez eo an divizadeg-mañ un divizadeg simbolek kar teñset eo bet an div gumun menneget uheloc’h gant ar prefed Girier, prefed ar Pireneoù-Atlantel, hag a c’hounezas an afer dirak lez-varn Pau.
Met, eviti bezañ simbolek, vot ar c’huzul-kêr zo un dra pouezhus. Kar diskouez a ra splann e fell da Euskariz e vefe anavezet o yezh ha n’eo ket leusker dezhi un dam-statud a eil-renk.
Gortoz a ra Mathieu Elgoyhen e vefe sañsuret an divizadeg gant lez-varn melestradurel Pau, anat. Met n’eo ket evit kelo-se e vo leusket an ara e kreiz an erv gant ar vaered abertzale, a dra sur.
Gwelet e vo gant ar kuzulioù an distro-skol !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.