Publicité

Anavezet mat eo levezon Rima Hassan en tu-kleiz pellañ gall. Gwelet e vez anezhi evel ur « brofetez » memes. Ha gant pennoù bras an tu-kleiz pellañ, Jean-Luc Mélenchon hag all, eo bet lakaet da bennsimbol evit gounit mouezhioù ar « c’hartcherioù ». Alese, pep kemenadenn kaset ganti war ar rouedadoù sokial a zo pouezus. Gouzout a ra an dra-se. Gouzout a ra e c’hell levezonañ tud yaouank pe tud mesket o spered. Abaoe m’eo bet dilennet evel kannadez er parlamant Europa e soursi Hassan ouzh ar Palestin hag ouzh ar Palestin nemetken. A gemenadenn da gemenadenn e is an dud war hen-mañ-hen.

A-raok an hañv he doa iset he mignoned war ar streamour Balti hag en doa klasket faot ganti ha gant he beaj tourist war vor war-du Gaza.

Daou viz warlerc’h e oa diskoachet traoù heugus diwar-benn Balti. Nag un taol-chañs eviti ! Memestra evit Nesrine Slaoui, ur stourmerez evit ar Palestin. Kredet he deus burutellat Santez Rima Hassan. Diouzhtu e savas ar bordell chas warni.

E-barzh ur gemenadenn kaset d’ar 17 a viz eost e voe roet Rima Hassan da anavezet piv e vo ar preizh nevez : an imam moderet eus Drancy Hassen Chalghoumi. Gwelet e vez ganti evel un imam pro-Israël ha pro-Frañs (ar vro m’eo sañset Rima Hassan bezañ ur gannadez er parlamant Europa) ha se ne blij ket da Rima Hassan.

Setu eñ gant ur gwenn ouzh ar gein ! Unan all evit paotr Drancy.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Pep a fatwa gant Rima !”

  1. Brunrouge dit :

    « an imam moderet eus Drancy Hassen Chalghoumi » L’imam Chalgoumi de Drancy n’est pas un imam modéré, c’est un imam acheté par le CRIFJ. C’est un fait connu. Ce n’est pas une fake news. Il n’y a rien de plus détestable que les retournés. Dans les groupes d’extrême-droite beaucoup on fait une association malheureuse (euphémisme) entre identité française et identité israélienne. Il n’y a pas d’internationale des identitaires. D’autre part le combat des palestiniens n’est pas celui des magrébins.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.