E bro Lyon ez eus bet torret kevrad un aluzoner muzulman gant an arme. Hervez an DRSD, da lavaret eo servij an titouroù milourel, en defe liammoù gant ar Marok. Ar Marok hag en deus implijet ar poellad Pegasus evit spiañ ofiserien an arme c’hall e 2021 a-raok ma vefe diskoachet an afer.
Gant an niver a vuzulmaned o kreskiñ a vloaz da vloaz en arme c’hall, emañ ar servijoù kuzh war ziwall rak aferioù a soudarded radikalizet a zo bet dija. Ha gourdrouzoù all a zo e kenkas ma tarzhfe ur brezel bennak : spierien sinad ha rusian o defe en em engajet dija.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine