Korsika : Nazione war an tu diskar

Publicité

« A cuncolta naziunalista » ha neuze « A cuncolta independentista » hag a droas e « Indipendenza » ha neuze « Corsica Nazione Indipendente » hag a droas e « Corsica Libera » a-raok ma vefe savet « Nazione ». Meur a anv met atav ar memes re e penn ar strollad goude ma oa bet rannet ar galloud bep ar mare gant ar re o deus savet Core in Fronte goude.

Jean-Guy Talamoni a zo bet ouzh ar stur e-pad pell, Charles Pieri, patron an FLNC, hag e re a oa er jeu ivez, ar gazetenn U Ribombu a oa atav kazetenn ar strollad ne vern pe anv oa hemañ. Met achu eo gant an amzer alaouret ‘m eus aon. Bremañ emañ Nazione war an tu diskar da vat. Kar klañv eo ar strollad.

Ha padal pa oa bet roet lañs d’ar strollad e miz genver 2024 e oa youl ha nerzh. An emsaverien a oa mennet da cheñch penn d’ar vazh evit ma adgemerfe an dizalc’hiezh an tu-kreñv war an emrenerezh ha Gilles Simeoni.

Disul paseet e oa emvod-meur Nazione e Corti ha n’eus ket anv ken da zigadoriañ ar roue Gilles. En diabarzh eo rannet Nazione gwasoc’h eget biskoazh. Ne oa ket e guzulierez nemeti er parlamant korsad dam-emren : Josepha Giacometti Piredda er sal, memes. Roet en deus e zilez Jean-Philippe Antolini, unan eus an teir mouezh-aotret kar « n’eo ket mat dezhañ ar strategiezh ». Pennoù bras istorel o deus kuitaet ar strollad. Tan zo ‘b’an ti !

War a seblant ez eus fachiri diwar-benn ar statud emrenerezh evit an enezenn a zo bet marc’hataet etre ar gouarnamant hag ar bodad-seveniñ, da lavaret eo Simeoni. Lod o defe c’hoant e souten ha lod all o deus savet a-enep. Ha zo gwasoc’h : emsaverien zo o defe atav liammoù gant ar mafia, setu perak ez eus bet jeu bloaz zo pa oa bet kavet anvioù emsaverion Nazione e fichennaoueg ar SIRASCO (Service d’information, de renseignement et d’analyse stratégique sur la criminalité organisée). Hag embannet int bet war ar c’hazetennoù  eus an enezenn. Brud fall evit ar strollad. Kar ne oa ket diwar itrikoù fall ar « polis trevadennour » e oa an anvioù-se er fichennaoueg, aze.

Ha, war un dro, ez eus ur strollad all a grog d’ober e doull : Core in Fronte. Muioc’h a-gleiz eget Nazione met kalz efedusoc’h dreist-holl abaoe m’eo bet gounezet ti-kêr Sarte gant e benn-bras Paul-Félix Benedetti (hep kontañ eus peurrest ar familh a zo ivez e kuzulioù-kêr abaoe ar votadegoù diwezhañ).

Ha mennegomp ivez Nicolas Battini ha Mossa Palatinu hag a ra o dreuz trankilik er politikerezh korsad.

Peseurt plas a chom da Nazione bremañ ? Ha kavet e vo un doare da adlañsañ an traoù gant Jean-Guy Talamoni hag a zo deuet er c’huzul-merrañ en-dro goude bloavezhioù war e leve ? Ha blaz an ideologiezh tiers-mondist ha bloavezhioù ar « brezel diabarzh » a zo betek re gant Nazione ?

A-benn nebeut e vo Deizioù Etrebroadel eus Corti. Diouzh ar pezh a vo lavaret war al leurenn e c’hello Korsiz kompren penaos e tro an traoù e-barzh Nazione.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Intelligence artificielle. Plus de la moitié des sources citées par ChatGPT, Claude, Gemini et Grok seraient elles-mêmes écrites par des IA

A La Une, Culture & Patrimoine, Histoire

Un mythe à déboulonner : Georges Guingouin n’a jamais résisté avant la rupture du pacte germano-soviétique :

Environnement

Finistère. « Agir pour l’Océan » : un premier festival entre arts et sciences dans le Pays des Abers du 25 au 27 septembre

E brezhoneg, International

Itsasu (Euskal Herria) : 500 euskarad o deus manifestet evit enoriñ ur « gudari »

Politique

Sénatoriales 2026. Camille Favre conduit la liste d’union RN–UDR dans les Côtes-d’Armor

Sociétal

Perpignan, ou les limites du catéchisme de la mixité

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Loto du patrimoine 2026 : 300 000 € pour la chapelle Notre-Dame du Kreisker à Saint-Pol-de-Léon

absentéisme

Santé, Social

Souffrance au travail : une enquête révèle le grand malentendu français sur le burn-out

Pays de Galles

Culture, Culture & Patrimoine, International

Le gouvernement autonome gallois cherche à faire progresser l’IA en langue galloise

Immigration, Insolite, Local, RENNES

Quand les gauchistes rennais se font reprendre par les immigrés clandestins pour leur charabia

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International, Politique

Corse : la tentative du FLNC pour remobiliser les troupes

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

International

Korsika : ur strollad a vroadelerien yaouank a-enep an dramm, an harrelerezh hag ar wokism

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Korsiz : ar wazed diwezhañ ? Hag ar Vretoned ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Korsika : Dek vloaz zo e rae Korsiz anaoudegezh gant ar « Ramplasiñ Meur »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Religion, Société

Korsika : ur groaz nevez savet e Siscu

Découvrir l'article

Immigration, International, Politique

Corse : le terrible déclin de Nazione, le mouvement de Jean-Guy Talamoni

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

« Terra Corsa, Terra Cristiana » : Ar re yaouank eus Korsika o tiskouez skouer vat !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.