E Lupinu, ur c’hartchier pinvidikaet eus Bastia, e oa bet taget an implijidi-kêr ar sizhun dremenet. Boutailhoù, parpagnoù simant a vez jetet gante ingal met ar wech-mañ e oa muioc’h evit biskoazh. Evel just e vezont kunujennet ha stufet warne ingal doue.
D’ar 17 a viz gwengolo o deus adkroget gant netaat straedoù ar c’hartchier gant mekanikoù graet evit se. Petra ne blij ket d’an annezidi ? Kalz a loustoni a vez taolet d’an traon er c’hartchier-mañ ha marteze ne blij ket dezhe pa vez re bropr o endro… Pe direnket e vez trafikoù zo ?
Klask a ra ti-kêr Bastia stourm ouzh ar re a ziskarg lastez hep aotre, forzh pelec’h ha forzh penaos, met diaes eo d’an implijidi paperañ ar re dapet war an tomm. Hag, « arabat stigmatizañ » gouzout a rit.
Kreñvaet eo bet ar bagadoù polis er c’harter-mañ, dreist-holl e lec’hioù zo.
Savet zo bet klemm gant un implijiad taget ha gant an ti-kêr.
Met daoust hag emañ c’hoazh Lupinu e Korsika pe ur c’hontre eus ur c’hevandir all eo deuet da vezañ dija ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.