Saint-Pierre-de-Plesguen (35) : afer dramm, ur plac’h c’hloazet

« Kasos », lonkerien, damm-drafikerien dramm, setu profil ar c’houblad a zo degouezhet e Saint-Pierre-de-Plesguen (bremañ is-kumun eus Mesnil-Roc’h) d’ar 25 a viz eost e fin an abardaez. Ur paotr hag ur plac’h o deus lonket ha snifet kokain a-hed an devezh. Tomm int. Ken tomm hag o deus c’hoant d’ober e stal d’un den hag en deus un dle a 250€. Ne dle ket dezho an arc’hant-se met, ne vern, fellout a ra dezho ober ur sotoni an deiz-mañ ‘m eus aon. Goude meur a banne bier ha meur a linennoù koko forzh pe hini en deus c’hoant d’ober ur sotoni, ‘gav ket deoc’h ?

Mont a reont da wel an den. Met n’emañ ket en e di al labous. Chaos ! Dre m’o deus c’hoant da c’hoari un dro fall dezhañ mod pe vod e toullont pneuioù e garr-tan. Goude-se ez eont da di ur mignon dezhañ e kenkas ma vefe e-barzh. Ha partiet an huchadennoù dirak ti ar mignon. Gant kri forzh e c’halvont an den. Ken ma’z a er-maez un amezegez da welet petra zo peget enno. Gourdrouz a reont anezhi kerkent. « Un taol gontell a raio vat dezhi mil foeltr ! » a lavar ar paotr.

A-daol-trumm setu an den e oant deuet da welet anezhañ a zeu er-maez. Met re inervet eo ar c’hasos; Ober ar ra jestroù bras. Ken e lak un taol kontell e-barzh gouzoug ha brec’h an amezegez. Gwad ha tout. Mignoned dezhi a arru hag a ra e stal da baotr e gontell. Ken e lakont anezhañ KO. D’an ospital e tihuno. An amezegez, eus he zu, a ranko bezañ adc’hwriet. Abaoe an abardaez-mañ he deus cheñchet ti ha departemant rak « aon he deus ».

D’an 22 a viz gwengolo e oa an daou lonker dirak lez-varn Sant-Maloù. Ha ne oant ket fier anezho. 25 menneg a zo dija war roll lez-varn ar paotr. Evit a sell ouzh e « eks » e vez lavaret diwar he fenn eo « pilpous » ha « dañjerus ». Gouzout a ra embregañ an dud. E-pad an emgann eo hi he deus roet ar gontell d’he c’homper.

Kondaonet eo bet ar c’honteller da 9 mizvezh a dro-vrec’h elektronek. E eks da 10 mizvezh toull-bac’h gant goursez. Kemeret eo bet o bugel gant ar servijoù sokial ha lakaet en ur familh degemer.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg

Paul Gasnier, relijion an egile-all

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, LA BAULE, Local, Société

An Turball (44) : muntr Soizick Jarno, ar vab serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Piv en deus « reizhet » panelloù Rostrenn ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Pep a fatwa gant Rima !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

NPA, LFI, pelec’h emañ « ar re ouennelet » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, GUINGAMP, Local, Société

Gwengamp : an hentenn divyezhek en arvar er skolaj Prévert

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un taol kontell evit ket ha netra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Panelloù e brezhoneg ‘ba Karailh (Bro Gwenrann)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Loudéac, Religion, Société

Lozaog (22) : Devezhioù kristen e brezhoneg e miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT, Patrimoine

Bedadaw a lâr’ Ya d’ar Brezhoneg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky