Ha padal e oa anavezet mat gant an archerien eus Bro Sant-Brieg, met ar wech-mañ ne oa ket prouennoù awalc’h evit kondaoniñ anezhañ : un Termaji a zo bet leusket da vont gant lez-varn Sant-Brieg d’an 13 a viz du. Diskred e oa warnañ bezañ kemeret perzh en ul laeroñsi e kumun Koadlinez e miz genver 2024. Un deiz-honte oa bet torret dor ur greizenn teknikel eus ar C’huzul departamant ha laeret ostilhoù hag un adkarr. 20 000€ a oa aet gant al laer an noz-mañ, memestra. ADN an Termaji a oa bet kavet en ti ha keñveriet gant ar re a zo er fichennaoueg broadel. Kondaonet e oa bet seizh gwech a-raok dija evit laeroñsioù a-seurt se, neuze e oa e hini e-barzh !
Met nac’hañ a reas an den bezañ bet er greizenn laeret. « N’eo ket me, biskoazh on bet en ti-mañ » a huchas dirak ar barner.
Un « ADN kentoskañ » a c’hellfe bezañ an ADN kavet e Koadlinez. Unan, ar « gwir laer », en defe touchet an Termaji hag e ADN a vefe bet leusket e Koadlinez gantañ.
N’eo ket bet klasket pelloc’h gant an archerien, siwazh. N’o deus ket furchet e-barzh e fakturennoù pellgomz da skouer evit gouzout pelec’h e oa deiz al laeroñsi. Ar pezh a rebechas prezidantez al lez-varn dezho.
A-benn ar fin eo bet leusket da vont an Termaji tamallet kar douetañs a oa en doser. Betek ar wech kentañ ?
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..