Pleneventer (Bro Sant-Brieg) : un arload teiryezhek evit ober anaoudegezh gant istor ar gumun

Gant ar gevredigezh Telenn eus Sant-Brieg zo bet savet ur program teiryezhek (brezhoneg-galloeg-galleg) war un arload arbennik evit ober anaoudegezh gant istor parrez Pleneventer, e su Sant-Brieg. Baludik eo anv an arload-mañ. « Na zisoñjit ket ez eus un hentad e Pleneventer a-drugarez d’an arload Baludik 😉 Gallout a reoc’h heuliañ Nanette a-benn dizoloiñ micher ar c’hannerezed oc’h ober tro poulloù-kannañ Pleneventer » eo ar gemenadenn kaset d’ar mediaoù gant Telenn evit prezantiñ Baludik.

Da gentañ e vo kinniget tro ar polloù-kannañ gant an arload, adal an ti-kêr. Mont a ra ar pourmener a boull da boull war 4km. Da bep poull-kannañ (« Douet » e galloeg) e c’hell ar bourmenerien selaou un displegadenn eus istor al lec’h. Ur senario a zo bet skrivet evit ma vefe plijusoc’h ar valeadenn, dreist-holl evit ar vugale. Dav eo dispenn roudoù « Nannette », ur plac’hig eus ar vro hag he deus kavet ur c’harned kozh en ur grignol ma vez displeget istor ar poulloù-kannañ ennañ hag un toullad a zegouezhennigoù da heul.

Gant ar gengevredigezh Telenn e vez merret Ti ar Vro/L’Öté war ar porzh, ur greizenn gouestlet d’hor sevenadur ha d’hor yezhoù.

Illustration : Telenn
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.