Enez Yeu, an « tiriad breizhad tramor » kentañ ?

Publicité

Ma vefe Nervouster c’hoazh e vefe moaien kar n’emañ ket pell eus Bro-Raez met penaos e c’hellfe Enez Yeu (pe « Enez-Euz » hervez Wikipedia e brezhoneg) bezañ staget ouzh Breizh, re bell emañ. Ah geo. Bez e c’hellfe bezañ an « tiriad tramor » kentañ evit Breizh !

Adal ar c’hentañ a viz genver 2026 e tleo tud Yeu paeañ keroc’h ar monedonoù etre o enezenn hag ar peurrest eus ar Vañde gant ar visaskell. Nullet eo bet ar sammad arc’hant (250 000€) a veze roet gant ar « rannvro » Broioù al liger betek-henn ha, war-se, eo torret priñsip ar « gendalc’hegezh tiriadel ».

Fuloret eo ar 5000 den a zo o chom en enezenn, ha fuloret ouzh o « Rannvro ». Kar ganto e vez graet gant ar viskaskell evit an Trummadoù pe traoù mallus-tre. Setu perak eo bet savet ar Gwenn-ha-du ouzh talbenn an ti-kêr e-pad un nebeut eurvezhioù e penn-kentañ ar sizhun. Ha savet gant ar varaez Carole Charuau mar plij ! Ha bremañ e reklem an dud bezañ staget ouzh Breizh !

Hag ar vaerez da vennegiñ an hent nij etre Brest ha Ouessant arc’hantaet gant ar Rannvro a-drugarez d’un dileurierezh servij publik. Hervezi eo ur skouer hag ar brouenn ne leusk ket ar Vretoned o inizi a-gostez. Er c’hontrol eus ar « Rannvro » Broioù al liger…

Gant strollegezh ar c’hevredigezhioù eus enez Yeu zo bet lakaet panelloù evit reklem bezañ staget ouzh Breizh un tamm partout en enezenn. Gant ma c’hoarvezfe ar memes tra e Bro Naoned un deiz bennak !

A-benn ar fin hag abalamour d’an trouz bet graet gant tud Yeu he deus ar Rannvro asantet kevraouiñ gant dilennidi an enezenn. E penn kentañ miz genver e krogo an divizoù.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Culture, Culture & Patrimoine

Saint-Aubin-du-Cormier : une projection exceptionnelle du documentaire « Délivre-nous du Mal », consacré aux exorcistes, le 11 octobre

Animaux

Quand la couleur du pelage influence la santé du chien : comprendre les pathologies liées à la robe

International

Cuba. 1 339 prisonniers politiques, un record : réclamer de l’eau et de l’électricité mène en prison

Politique

L’UDB participe aux élections sénatoriales

Culture, Culture & Patrimoine

Sikkim stories, l’album ethnographique qui fait découvrir une région méconnue de l’Himalaya.

Social, Sociétal

Solitude. Les jeunes urbains se sentent 2 fois plus seuls que les sexagénaires, la campagne mieux lotie que la ville

E brezhoneg, Immigration, International

Goude Alliança Catalana, Mossu Palatina, Vlaams Belang, ar Sinn Fein ? Ar strolladoù broadelour oc’h en em « zidredebedouriezhisaat » ?

LORIENT

Morbihan. Une convention pour libérer 13 salariés sapeurs-pompiers volontaires pendant leurs heures de travail

Culture, Culture & Patrimoine

Gomorra : les origines. Le préquel de la série culte ne détrône pas l’originale, mais s’impose

Economie

« Vivre en Bretagne est une chance » : une étude croisée citoyens-dirigeants dresse le portrait d’un modèle breton envié mais sous tension

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VANNES

Kastell Josilin war golo ar Guide du Routard…. « broioù al liger » !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local

Ankiniz (44) : ur gouel al levrioù eus broioù al Liger d’ar 24-26 a viz even !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.