Ha gall a reer kemer lorc’h gant ur panellig ? Ur panellig dister. Ur panellig e-touez ur bern panelloù all plantet war bord an hent.
Setu ar panellig a zo a-wel d’an holl e Rostrenn er mare-mañ :
Gwelet e vez anezhañ e kêr Rostrenn ha war ar bord an RN 164, hent-tizh ar C’hreiz Breizh.
E Bro-Euskadi pe e Korsika n’eo ket ur ral gwelet seurt panelloù, unyezhek, skrivet e yezh ar vro nemetken. Met e Breizh, biskoazh ne vez gwelet seurt panelloù. Hag ouzhpenn-se n’eo ket ur panell staliet evit kemenn d’an dud e vo un abadenn bennak gouestlet d’ar brezhoneg a-benn nebeut. Ket ! Ur staj echedoù eo. Ur staj e brezhoneg ? N’eo ket skrivet.
Pa vo muioc’h a banelloù e-giz se e Breizh Izel e ouarimp he deus tremenet hor yezh ur bazenn. Ur yezh sokial en he bro orin e vo en-dro. Ur yezh hag a vo yezh ar bobl ha n’eo ket langach un dibab tud, evel m’eo re alies siwazh.
Hag e vefe panellig Rostrenn kalz muioc’h evit ur panellig ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.