« E pep bag ez eus ur Breizhad » a lavarer du-mañ met amañ e vefe bet mat e vefe hini ebet : war vourzh an Humanity One, ur vag eus SOS Méditerranée, ez eus tri Breizhad ar mare-mañ o patrouilhañ er mor Kreizdouarel evit degas muioc’h-mui a Afrikanez en Europa. Graet eo bet o foltred gant Ici Breizh Izel. Laëtitia a zo eus Pont ‘n Abad, Emma a zo eus An Oriant ha Guillaume eus Plouhineg. Laëtitia a « sikour ar repuidi » abaoe 2021 ha, war a seblant, eo lorc’h enni gant se. Hervez Ici Breizh Izel e vefe un ugent bennak a Vreiziz war vourzh ar biggi a zo o batrouilhat er Mor Kreizdouarel noz-deiz. Hep tamm mezh ebet e kredont ober ar mad evit gwellañ mad an holl.
Ne welont ket an dud lazhet en Europa gant an enbroerezh, ne welont ket e fell d’an holl Afrikaned dont da glask bara en Europa peogwir emañ Afrika a-bezh o foetañ boutik abaoe fin an Trevadennoù. Ne welont ket ar strolladoù eus an tu-dehou pellañ en o uhelañ abalamour d’ar pezh a ra ensavadurioù droch evel SOS Méditerranée. Ne welont ket se. Krediñ a reont ober ar mad. Ma vefe 250 milion a Nijerianiz o tokañ ouzh an nor evit en em staliañ en Europa e tegasfent anezhe betek Plouhineg, An Oriant pe Plogoneg gant ar santimant da vezañ graet ar mad.
Penaos, perak ne wel ket tri Breizhad desavet eveldomp ar pezh a zo anat da dout an dud bremañ ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.