E Flers, e Normandi, n’eo ket bet gloazet den ebet er restaorant pa krogas an tan da lipat ar mogerioù e-kreiz an noz d’an 29 a viz meurzh. Ur preti turk e oa, « Chez Cem ». Hervez ar boleserien ez eus bet lakaet tan er preti/tavarn chicha ha n’eo ket dre zarvoud eo aet da ludu ken buan. Dirak ar preti ez eus bet kavet ur plakenn-varilh faos kouezhet war al leur.
Piv en deus graet-se ? Den ne oar evit poent. Met dre m’eo un Turk ar perc’henn setu koñsulerez Naoned arruet buan e Flers da souten he c’henvroad.
Ha ne oa ket hec’h-unan ar goñsulierez ! Guy Fitzer is-prefed an Orne, Jérôme Nury, kannad LR ar c’horn-bro-mañ hag ar maer Jean-François Brisset a oa ganti. Setu tud a galite !
A-boan m’eo komañset an enklask gant an archerien ma weler splann peseurt simbol a zo gant an tolpadeg-mañ. E kenkas ma vefe ur « gwalldaol gouennelour » pe « islamofob » ?
Antronoz ez eas da ludu ur preti all e Normandi. E Isigny ar mor ar wech-mañ. Un ti-krampouezh-pizzeria e oa. Hag amañ ivez ne oa ket dre zarvoud, an tan a zo bet lakaet gant unan bennak.
Ha deuet eo kement a bennoù bras da souten perc’henned ar preti ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
3 réponses à “Ur preti turk aet da ludu e Flers (Normandi) : un tolpad tud dibab evit souten ar berc’henned”
Brulueg adarre :
« pa krogas an tan da lipat… Hervez ar boleserien… ur plakenn-varilh faos… E Isigny ar mor »
(Biskoazh kemend-all ! Ne vefe ket Izigni-war-Vor kentoc’h ?!)
Arabat deoc’h fuloriñ, Aotrou Neveu, n’eo ket dav » ‘n im enerviñ » ‘vit ken nebeut a dra !
Ma Doue benniget Yamamoto anvez (anavez) ac’chanon, mat amann Izigni war un tamm bara du evit debriñ ur c’hank. Sur a-wechoù bec’h zo gant Brulu evit skriv e brezhoneg.
Mat,greomp hon labour difazier adarre:
« Yamamoto a anvez ac’hanon. Mat eo amann Izigni war un tamm bara du evit debriñ ur c’hankr. Sur, a-wechoù ‘vez bec’h gant Brulu evit skrivañ e brezhoneg. »
Ha gant ar paotr Raymond ivez…