Korsiz : ar wazed diwezhañ ? Hag ar Vretoned ?

Publicité

Muioc’h-mui e weler war ar rouedadoù sokial videoioù pe « memoù » ma vez prezantet Korsiz evel gwir wazed, paotred kastret-mat, « paotred añtie » evel ma veze lavaret e Bro-Dreger gwechall.

Er c’hontrol, muioc’h-mui e vez prezantet ar Vretoned evel gaochisted, tud wok mod Roazhon 2. N’eus ket nemet ar besketaerien a vez gwelet c’hoazh evel gwir baotred. Evit ar peurrest eus ar vro, ni zo ni kontet da bennoù boeson, gaochisted daonet ha punked o chas bastardet eus Roazhon evit ar C’hallaoued. Gant ar vezh ! Echu eo gant simbol ar Breizhad pennek, bremañ ni zo Breizhiz wokist.

Ha n’eo ket gant hor broadelourien a vo cheñchet ar skeudenn-mañ. Tra ma vez gwelet ar vroadelourien korsad evel soudarded ar strouez prest atav da zifoupañ ur bistolenn bennak, an « emrenerien » breizhad a vez gwelet evel gaochisted, paotred bresk tañset gant merc’hed feminist. Paotred spazhet rediet d’ober pinijenn evit tra-mañ-tra e strolladoù broadelour renet gant Big Mama bremañ ha n’eo ket gant louarned kozh evel gwechall.

Na vezhus e oa bet ar reportajoù war Gouel Broadel ar Brezhoneg pa oa c’hoazh e Langoned da skouer. Stal « Gast » ma c’helle ar vugale gwelet fotoioù elligoù pe standoù ar strolladoù « dizalc’hour » eus an tu-kleiz pellañ gant bannieloù LGBT. Biskoazh ne vefe gwelet seurt tra e Korsika da skouer !

Piv bennak en defe c’hoant da emezeliñ e seurt strolladoù ha da ouestlañ e vuhez d’ar stourm-mañ ? Meskañ ar Palestin, an LGBT, ar feminism hag ar stourm evit Breizh, evit ar brezhoneg, ar gallaoueg evit an neb a gar, nann, tout-se ne’z a ket asambles. Ar stourm evit ar justis sokial hag ar stourm evit Breizh, ne lavaran ket. Met bremañ n’eus ket mui anv eus-se gant strolladoù an Emsav, « ar sokial », ar stourm evit ar Palestin, « ar gwirioù » hag « a-enep ar fachism » o deus kemeret tout ar plas.

Neuze, e broioù ar c’hornôg hag e vefe Korsiz ar wazed diwezhañ ? Er metoù broadelour korsad ez eus ivez ur seurt wokism, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an enbroerezh met solud eo ar chaoserioù c’hoazh ha n’eo ket warc’hoazh e vo paotred gwisket gant sae e manifestadegoù ar strolladoù broadelour korsad. E Breizh, an holl chaoserioù a zo bet toullet ha kouezhet en o foull memes. An UDB yaouank da skouer zo deuet da vezañ pimpatrom an « Emsav nevez »-se

Gant ma vo ur rummad nevesoc’h choazh a emsaverien hag a cheñcho an traoù un deiz bennak !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Rakvotadeg Demokrat er Michigan : an tu-kleiz amerikan o vlaziñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Santé, Société

Kastell-Briant : peurleun an ospital met ur servij a vo (marteze) digoret evit an dreuzjeneraded hag an nann-binareled

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Korsika : Nazione war an tu diskar

Découvrir l'article

FOUGERES, Insolite, Local, Sociétal, Société

Romagné (Pays de Fougères) : le monument aux morts tagué aux couleurs LGBT

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.