Dent-genver laeret, tagoù, tresadennoù : mougevioù zo eus Oksitania dizalbadet

Publicité

E Bro-Comminges, ur vro eus Oksitania (Ariej, Garona-Uhel, …) ez eus kalz a vougevioù (1750 a vefe en holl). Enno n’eo ket ur ral e vefe penturoù ha tresadennoù kozh met ivez dent-genver ramzel (stalaktikoù) ha kristalioù, prizius mui pe vui evit ar re dik gant se.

Betek-henn e veze leusket digor ar mougevioù evit ar speleogourien pe ar re sot gant an arz ragistorel. Marteze ne bado ket pell ar frankiz-mañ peogwir e vez laeret muioc’h-muiañ ar dent-genver hag ar gristalioù gant laeron diskiant. Rak ne servij da netra tennañ an dent-genver. Re vresk int hag ar lodenn vrasañ anezho a vo torr-didorr a-raok erruet en armelioù-gwer dastumerien zo. Memestra evit ar mineraloù prizius, 200kg a vefe bet tennet eus mogerioù ar mougevioù memestra met ret e vo kas d’ar blotoù al lodenn vrasañ anezho !

Ha gwasoc’h zo. E mougevioù zo ez eus bet treset biroù heñchañ evit adkavout he hent pe taget tresadennoù kozh faos gant bombezennoù pentur, tresadennoù e-kichen ar re wir !

Emañ melestradur an arkeologiezh hag an archerien o klask war-lerc’h ar pennoù skañv o deus graet se.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Dent-genver laeret, tagoù, tresadennoù : mougevioù zo eus Oksitania dizalbadet”

  1. HUGUES dit :

    je suis originaire du Pictou
    et sans jeu de mot je ne prends pas du Breton

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.