Klasoù divyezhek serret : dre faot piv pe dre faot petra ?

Publicité

Emañ an Emsav o sevel e vouezh o welet kement a glasoù divyezhek brezhoneg-galleg serret amañ hag ahont ar bloaz-mañ. E Karaez, er C’hap, e Bear, …

Met pet a glasoù unyezhek a vo serret ar bloaz-mañ ivez ? Pet a skolioù a vo serret da vat zoken. Hag ur skol serret ne vo ket addigoret goude. Troet e vo e bod-arsav evit boomerien o vale ha mat pell zo. Echu gant youc’hadegoù ar vugale er bourk !

Met dre faot piv pe dre faot petra e vez serret kement a skolioù ar bloaz-mañ ? Dre faot Loïg Chesnais-Girard, prezidant ar Rannvro ? Hemañ zo bet lakaet bouc’h ar pec’hejoù gant emsaverien zo evit tout an tagadennoù a-enep ar brezhoneg. Un tamm « bounner » eo a-wezhioù.

Met amañ n’eo ket dre faot piv e vez serret hor skolioù met dre faot petra. Dre faot an diouer a vugale. Setu ! E kumunioù bihan zo ez eus bet serret skolioù ma oa 6 bugel enne abaoe bloaz. Lod a oa skolioù-mamm, neuze e veze implijet ur skolaer pe skolaerez hag ur skoazellerez, paeet gant an Deskadurezh-Stad hag an ti-kêr. 2 zen leun amzer evit c’hwec’h bugel !

Gwechall ne oa ket ur skol e pep kumun, oh nann, e oa div pe teir, gant ar skolioù-kêriadenn. Pa ne oa ket ur skol bublik mui ur skol gatolik ouzhpenn e lec’hioù zo ! Perak ? Peogwir e oa bugale e-leizh e Breizh. Bugale e pep lec’h, 5 pe 6 e pep familh. Neuze e veze savet tiez-skol ha leun e oa ar c’hlasoù. Siwazh ne oa ket klasoù divyezhek d’ar mare-se.

Ha c’hoant ‘peus e vefe miret ar c’hlasoù divyezhek pe ar skol en ho kumun ? Grit bugale tudoù ! Ma vez graet un dek bennak ganeoc’h e c’hello ar gumun addigeriñ ar skol gozh evidoc’h nemetken zoken !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Klasoù divyezhek serret : dre faot piv pe dre faot petra ?”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Da gentañ tout kudenn unan, hirio peseurt liou politikel an Emsav? Goude gwir e’ Frañs (memes liou an Emsav) ne garr ket ar Vretoned! Setu ‘ pelec’h ‘ma ar gudenn??? abaoe 1789!!! Bez’ zo ur gudenn etre Frañs ha Breizh dibaoe 1532!!! Ne ‘o ket ‘ta??? Lennit WAR RAOK!

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education

Distro-skol : etre ar vugale ha n’int ket mestr war o nerzhioù, o zud torr-penn hag ar gelennerien gaochist, chañs vat d’ar re all !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.