E 2022 em boa karget an arload Treebal (amañ eo digoust) e brezhoneg, eveldoc’h surawalc’h, met souezhet on bet o welet e oa bet troet an arload, seurt Whatsapp etik, e gallaoueg ivez. Diaoul biskoazh ! Met ouzhpenn d’hon div yezh a zo e stripailhoù Treebal rak gallout a ra Katalaniz implijout an arload en o yezh ivez.
Un arload bet ijinet ha savet e Breizh eo Treebal (e Sant-Gregoir, en Il-ha-Gwilun, din da c’hoût), ekolo hag etik war ar marc’had. Meur a embregerezh (Vinci, Sopra Steria, Groupe Guisnel), melestradur (an ARS) ha strollegezh lec’hiel (kêr Montforzh) a ra gant ar stumm « pro » ha 100 000 den a ra gant an hini « digoust ».
Tomm o c’halon eo diazezerien/renerien an embregerezh ouzh Breizh, yezhoù Breizh, an endro. E penn Sopra Steria e Roazhon eo bet unan eus an diazezerien, Samuel Le Port, da lavaret eo n’eo ket tud techet da rousinat anezhe.
E 2022 e oa bet rakdibabet Treebal evit Prizioù ar brezhoneg met a-benn ar fin ne oa ket bet erminiget an embregerezh.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Treebal, ar Whatsapp e brezhoneg troet e gallaoueg ivez (ha katalaneg) !”
N’heller ket lakaat hor yezh vroadel e rez ar parlantoù a yezh oil a veze kaozeet e krec’h ar vro hag a zo peuz tost ouzh yezh hon amezeien.