Plijout a ra deomp Paul Dena (Paul Denis-Navero), paotr Roazhon, bet goveliet gantañ e skeudenn dre forzh ober krogadoù MMA a-enep Tchetchened pe paotred ar bannlevioù war IbraTV. Met aze en doa kavet dec’h harp d’e benn. E LDLC Lyon e oa ar c’hrogad, un daouzek mil a did o virvilh evit ar Roazhonad ha dirazañ Anzor Baybatyrov, e enebour kozh. Ha ne voe ket seizhdaletoc’h ar Tchetchen a-orin evit reiñ lamm-chouk-e-benn d’ar Breizhad. A-boan komañset, buan achuet ! Daou low kick en deus lakaet Anzor da Baol. Hemañ zo bet distabilaet. Heuliadenn dehoù-kleiz ha setu ar Roazhonad KO. Achu gantañ !
Marteze ne vo ket un dra fall an drouklamm-mañ evit Paul Dena.
Re a fiziañs en doa kemeret goude e dri c’hrogad gounezet e rummad ar re a vicher. Re a drash-talking. Re a videoioù war ar rouedadoù sokial. Evel just en deus goveliet e skeudenn hag e vicher dre ar rouedadoù sokial, abalamour da se e oa tout an dud o huchal e anv e Lyon dec’h, met marteze e vo un dra vat evitañ da « ziskenn diwar e vas ».
Plijout a ra d’ar merc’hed, ur star eo deuet da vezañ. Ur paotr pozitivel-tre eo ouzhpenn-se, patriot gall, patriot breizhad en e zoare ivez. Atav o tougen an Tri liv pe ar Gwenn-ha-Du. Ezhomm hon eus eus Paul Dena !
Bremañ, dav e vo dezhañ en em lakaat ‘barzh en-dro. Louzaouiñ e c’houlioù hag pignat war ar ring en-dro. Evel Benoît Saint-Denis goude bezañ bet trec’het div wezh diouzh renk.
Ha bremañ, setu ar soudard kozh e traoñ an tron kar deuet eo a-benn da adstagañ ‘barzh. Dalc’hit soñj tudoù : d’an 12 a viz gouere e c’houreno BSD ouzh Paddy Pimblett !
Foto : tapadenn skramm : video Hexagone MMA
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.