Publicité
Dimeurzh eo bet sinet live 1 karta Ya d’ar brezhoneg get ar gevredigezh sevenadurel a Garnag « Mein, Mor ha Lann e Bro Karnag ».
A-zirak ur pevar-ugent bennak a dud -‘ba o mesk, dilennidi, hag izili ar gevredigezh, eo bet sinet al live 1 get ar brezidantez, an itron Brient ha get dileuriad Ofis publik ar Brezhoneg.
« 11 ober a vo kaset da benn get ar gevredigezh get ar pal lakaat àr-wel ar brezhoneg ha reiñ ur plas brasoc’h dezhañ e buhez ar gevredigezh » hervez an Ofis.
Daet eo bugale hentad divyezhek skol Sant Mikael a Garnag da ganiñ e fin ar lid.
Get ar gevredigezh Meir, Mor ha Lann e Bro Karnag e vez kaset àr-raok sevenadur Breizh ha berton Bro Karnag dre ober kentelioù dañs hag aoziñ festoù-deiz ha festoù-noz a-hed ar blez.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Publicité