Ur c’houlzad evit ma vefe torret al lezenn a-enep ar mouch er skol

Publicité

Abaoe pell n’hor boa ket klevet anv eus Unvaniezh an Demokrated Muzulman Gall. E Breizh, e-pad ur mare, unan eus ar re a oa e penn ar strollad a oa ur brezhoneger aet da vuzulman (ha bet prezidant ur gevredigezh vrezhon).

Gant ar strollad e vez goulennet e vefe torret al lezenn a-enep ar mouch er skol hag er servijoù publik. Goude bezañ komzet eus Gaza noz-deiz abaoe ar 7 a viz here, emañ an UDMF o paouez adlañsañ ur c’houlzad war ar sujed-mañ.

Hag, evel just, e vez lakaet mouezhioù ar vuzulmaned en balañs : ha c’hoant ho peus da gaout hor mouezhioù er votadegoù a zeu ? Neuze, territ al « lezennoù a-enep ar vuzulmaned ».

Ha gant strolladoù zo, eus an tu-kleiz met ivez eus an tu-dehoù e vo efedus an drouktunerezh-mañ. Emañ ar votadegoù prezidant ha kannad o tont ha darn eus ar bolitikerien a vo prest d’en em werzhañ d’an diaoul evit bezañ dilennet en-dro.

War ar renk evit gwerzhañ o revr hag o ene e vo ar gaochisted. Hag abaoe lazhadegoù ar 7 a viz Here emañ kalz siouloc’h an traoù etre LFI hag an UDMF. A-raok e oa atav an UDMF war chouk LFI rak, hervez ar strollad muzulman, « e oa echu gant amzer ma veze komzet evit ar vuzulmaned gant ar strolladoù eus an tu-kleiz ».

« Echu gant amzer a borte-parolat » a lavaras ivez Rima Hassan justawalc’h. hag hi a c’houlenn en un doare soutil pe soutiloc’h e vefe « meur-ramplaset » an trotskourien kozh eus LFI gant « rasizet ». Met brezel Gaza an hini eo a sioulaas an traoù etre an daou strollad. Hag ar gasoni a-enep ar « sionism » hag « Israël » evel just. Ar sionism hag Israël pe un dra all ?

Ar pezh zo, gallout a raio an UDMF kavout mignoned hag emsaverien evit souten he c’houlzad d’ar 14 a viz gouere e Pempont (Il-ha-Gwilun). D’an deiz-se e vo aozet he fardon gant ar France Insoumise e Breizh ha pedet Jean-Luc Mélenchon. Hag e c’hello tud Brekilien klevet prezegennoù al leader maximo !

Met petra a c’hello lavarout da dud diwar ar maez, eñ ha ne c’houzañv ket anezho ? Marteze e raktres a rannvroioù nevez savet diwar ar diazadoù doureier ma vo aboliset Breizh er rannvro « Liger » !

Hag emsaverien Breizh a gendalc’h da souten ar France Insoumise !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Ur c’houlzad evit ma vefe torret al lezenn a-enep ar mouch er skol”

  1. Grandjean dit :

    Elle est bien maquillée cette minette, c’est toléré ça par les minables suprêmes ?

  2. RAYMOND NEVEU dit :

    Un marc’heg nevez en-dro d’an dTaol Ront Merluchen prest da vezañ deskoniet gant Mirzin.

  3. Guenael dit :

    Minable, votre commentaire, Grandjean, je me permets. Par contre si vous avez d’autres commentaires constructifs, on est preneur.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International, Tribune libre

Renouer avec la Grandeur, par Henri Roure

Découvrir l'article

Sociétal

Emplois fictifs présumés à la RATP : une deuxième plainte vise un « système organisé », la régie dément

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

Affaire Deranque : gants coqués, appel aux secours non transmis, précédent Favrot — l’entretien avec Jean Bexon, journaliste d’investigation sur le dossier

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire, Politique

A Arras, LFI rend hommage au terroriste Robespierre !

Découvrir l'article

International

Charles III à la « mosquée écologique » de Cambridge : polémique sur le rôle du souverain

Découvrir l'article

International

Burkina Faso. Ibrahim Traoré rouvre le dossier de la traite arabo-musulmane : mille ans d’esclavage que la République française n’enseigne pas

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Digornogiñ Bro-C’hall aotroù Yazid Arifi ?

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Il y a cent ans, le 15 juillet 1926, la Grande mosquée de Paris était inaugurée. Lyautey soutenait le projet quand Maurras s’en inquiétait

Découvrir l'article

Politique, RENNES

Marie Mesmeur (LFI) : est-elle « multiculturaliste », « révoltée » ou « solidaire » ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.