Yazid Arifi zo un emsaver eus LFI hag a fell dezhañ « digornogiñ Bro-C’hall ». Setu ar pezh en deus lavaret nevez zo en un tolpadeg.
Outrage in France after the LFI politician Yazid Arifi holds a speech in which he says it’s time to:
– Realize the West is finished
– De-Westernize France
– Destroy Western strongholds from within
– Strengthen Islam in France
– Decolonize France’s security forces pic.twitter.com/ry2VHbWiiH— Visegrád 24 (@visegrad24) July 9, 2026
« Digornogiñ Bro-C’hall » aze.
Peseurt plas hon eus ni Bretoned e-barzh an « digornogiñ »-mañ ?
Souezhet on ben o welet eo bet fuket emsaverien Breizh eus an tu-kleiz gant se. Tud eus an UDB da skouer. N’eo ket se a lako anezhe da cheñch tu war poent-mañ-poent, an enbroerezh da skouer, met n’eo ket fall gwelet ez eus tud c’hoazh a zo kat d’en em vrouezhañ pa klevont sotonioù LFI. N’int ket strobinellet holl.
Met gortozomp an dilennadegoù a zeu. Petra vo graet gant ar gaochisted breizhad ma vo Jean-Luc Mélenchon ha Marine Le Pen d’an eil tro ? Hag heuliet e vo « an tu-kleiz » evel boas rak « ar faskouriezh a zo o tont » ? Hag e c’halvo an emsaverien breizhad eus an tu-kleiz da votiñ evit « an hini eus an tu-kleiz arruet e penn » (da lavaret eo Mélenchon) daoust da dout ar pezh a lavar a-enep ar re wenn, daoust d’e raktres a rannvroioù nevez hag all ?
Ar wezh-all e klaskas UDB bezañ degemeret en Talbenn ar Bobl Nevez, da lavaret eo gant ar strolladigouigoù gwashañ eus an tu-kleiz (NPA, LFI, …) met divleupet eo bet ar « parti », ur wezh all.
Gant seurt disklêriadur hag e kredo c’hoazh ar strolladoù Breizhad heuliañ an tropellad deñved pa vo anv da zibab etre Mélenchon ha Le Pen ? Ne gredan ket e vo galvet da votiñ evit plac’h an RN evel just met penaos e c’hellfent gervel da votiñ evit an tu-all ?
Dav eo d’an tu-kleiz broadelour bezañ sklaer bremañ : hag eo Mélenchon hag e re enebourion pennañ Breizh met ivez enebourion pennañ broioù ar c’hôrnog, pobloù ar c’hôrnog, sevenadurioù ar c’hôrnog ? Hag eo Mélenchon hag LFI eus « familh an tu-kleiz » (gant tout al livioù disheñvel az a d’ober anezhi) pe hag emaint e-maez a rezon ? E-maez ag an talvoudegezhioù a c’hell difenn un tu-kleiz « normal » ?
DIGORNOGIÑ Bro-C’hall a lâront-int. DIGORNOGIÑ. Anat eo ar respont memestra, evelkent !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.