Abaoe ouzhpenn 60 vloaz ez eo geriadur Al Liamm un dave e-touez ar geriadurioù brezhonek. Met abaoe bloavezhioù ne oa ket bet adwelet. Setu graet eo « Adwelet ha reizhet eo bet an embannadur nevez, hiriekaet ar c’heriaoueg » a embann Al Liamm war e lec’hienn internet.
« Ouzhpenn 60 000 pennger a gaver ennañ, un tu brezhoneg-galleg hag unan all galleg-brezhoneg dezhañ. Fraezh hag eeun eo ar c’hinnig. Ar stagadenn yezhadur a vo ur gwir rekour d’an implijourien hag implijourezed. Ar reizhskrivañ implijet er c’helenn hag ar vuhez foran a gaver ennañ. Un ostilh eus ar c’hentañ eo geriadur Al Liamm evit an neb a fell dezhañ implijout ur yezh wirion hag a-vremañ, forzh peseurt live a vefe gantañ pe ganti. Un ostilh prizius hag aes da gas gantañ eo, evit ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed ampart kement hag evit ar re war an hent da vezañ. »
Ur video a zo bet lakaet en-linenn evit prezantiñ ar geriadur nevez. Drol eo e vefe implijet ar skritur inkluzivel gant Al Liamm er video-mañ met petra ‘ri, blaz ar wokism war e dalaroù a zo gant an Emsav c’hoazh. Drol eo memestra, dreist-holl pa ouzer e vez dasparzhet levrioù Al Liamm gant Palemon, ti-embann Jean Failler ha n’eo ket wok tamm ebet !
Foto : tapadenn skramm video bruderezh Al Liamm
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet”
Geriadurioù a bep seurt am eus ganin hini Vallée, hini Roparz Hemon, hini ar pokez Martial Menard aet d’an Anaon, hini Fañch Favereau mat tre eo, ur paotr sirius Fañch. Prenet vo ganin ar geriadur -se.