Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Publicité

Gast ar c’hast ! Desketa zo ul lec’hienn digoust evit deskiñ brezhoneg. Merret eo gant an Ofis hag hiziv an deiz e vefe 20 000 den enskrivet warni. 20 000 den o teskiñ hor yezh war o flijadur.

En o zouez, Juju la Bretonne a zo un deskerez un tamm drol. En em ginnig a ra evel ur « rollig ruz » evel a lâre an dud gwechall, da lavaret eo ur « strinkell »…ur plac’h hag a ziskouez kornioù ha sekredoù he c’horf war lec’hiennoù evel Only Fans pe MYM na petra ‘ta. Ha tomm eo d’he revr, me lâr’ deoc’h ! 26 vloaz eo, bronneg mat eo ha plij a ra dezhi bezañ gwisket berr.

War al lec’hiennoù sokial e kont penaos e tesk brezhoneg gant Desketa. Ingal-doue e kas kemenadennoù, videoioù un tamm sexy ma gont enne ar pezh a zesk, al lec’hiennoù brezhonek (brezhoweb, Mailys Bretonne da skouer) a blij dezhi ha traoù all.

Ha setu treboulet Bernadet gant-se ! Lod (merc’hed eus an Emsav dreist-holl) a asur eo « ur c’hast a-vicher » anezhi (met n’eus prouenn ebet eus se), lod all (paotred dreist-holl) a gav eo bruderezh mat evit ar brezhoneg dre vras hag al lec’hienn Desketa ez-rezis. Ar pezh a c’heller lavarout diwar he fenn ez eo un aktourez X hag… un antifa evel just. Kar estreget an antifa, piv a c’hell diskouez e revr da dout an dud e-giz se ?

Gwechall e oa Anjela Duval, bremañ emañ Juju la Bretonne, petra a soñjit ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.