Mary Lou McDonald he deus damzigoret an nor o lavarout nevez zo :
“There was a point in time where our communities told us very clearly that they weren’t hearing enough from us on specific issues – migration and the mismanagement of it by Government in particular »
Goude m’he deus lavaret peuzgoude :
“Of course, we have to an approach that is absolutely, avowedly and unmistakably anti-racist.”
Evel just, dav eo rezisaat n’eo ket deuet SF da vezañ ur seurt NSDAP nevez. En kenkaz…
En ul levr nevez-embannet, Siobhan Fenton a zispleg penaos en deus Sinn Fein teuket war ur maen er votadegoù kannad eus 2024. Krediñ a rae ar strollad e oa evit gounid ar votadegoù ha Mary Lou McDonald mont da vinistrez-gentañ.
Siwazh dezhi, n’en doa ket komprenet ar Sinn Fein o doa cheñchet an traoù evit a sell ouzh an enbroerezh e Bro-Iwerzhon a-bezh hag ar « wokistez » McDonald (ur breur dezhi a zo deuet da vezañ ur plac’h, komz a ra kalz eus ar « jener », gwirioù ar repuidi ha me oar) a zo bet lakaet da arouez ar « Sinn Fein nevez », Sinn Fein bourc’hiz, eus an tu-kleiz wok ha feminist o sevel a-du gant ar gouarnamant p’en doa kaset ar re serret e-pad manifestadegoù Dulenn a-enep an enbroerezh en toull-bac’h.
Ne oa ket mui ar Sinn Fein a stourme evit gwir Iwerzhoniz, Sinn Fein o souten aloubadeg Bro-Iwerzhon diwar abegoù ideolojikel, ne lavaran ket. Aze en deus paeet ker ha war an tach ar strollad e choazoù toull. Choazoù un tu-kleiz dall ha foll. A-benn ar fin n’eo ket deuet Sinn Fein strollad kentañ ar Republik e 2024 hag abaoe emañ war an tu diskar.
Setu perak he deus komañset Mary Lou McDonald d’ober he mea culpa. Arru eo poent e oa !
E Bro-Gatalonia emañ an traoù o cheñch ivez. Emañ ar vro o vezañ aloubet goude diviz Pedro Sanchez da lezennekaat ur milion a dud dibaper. An deiz a-raok an Diada (devezh broadel Katalonia, d’an 11 a viz gwengolo) eo bet degemeret Silvia Orriols eus Aliança Catalana e Fossar de les Moreres, ur blasenn eus Barcelona. An dud a oa o huchal eno « Catalunya catalana » pe « Sílvia Orriols és la solució ». Ha dirazi, evel just, e oa gaochiasted an tu-kleiz pellañ, divezh evel chas, o vanifestiñ « a-enep ar faskouriezh ». Paourkaezh tud. Emaint o welet an traoù o cheñch dirak o fri ha n’hallont ket ober netra rak abalamour dezhe ez eus kement a gudennoù a enbroerezh e broioù ar c’hôrnog.
Aliança Catalana (ha « Junts » a zo ken realist all war sujed an enbroerezh) e Katalonia, Mossu Palatina e Korsika, Vlaams belang e Bro-Flandrez ha, warc’hoazh, ar Sinn Fein e Bro-Iwerzhon ? Emañ an emsavoù broadelour o tigeriñ o daoulagad war dalc’h an enbroerezh hag an tredebedouriezh.
Hag e Breizh ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.