Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Publicité

E Galway (pe Gaillimh e gouezeleg) ez eus ur vaerez nevez dilennet e penn kentañ ar sizhun gant ar c’huzul-kêr : Helen Ogbu an hini eo. Ur gêr eus proviñs ar C’honnacht eo Galway, kêrbenn ar sevenadur ha sonerezh iwerzhon. Hervez niveradeg 2011, un drederenn eus an annezidi a oare gouezeleg hag un den diwar 8 a gomze ar yezh bemdez en e familh pe er labour.

Eus ar sokialour-mirouriezh d’ar wokism

Ar wezh-mañ zo bet dilennet ur vaerez eus ar Labour Party, seurt PS iwerzhonad, hag a voe savet gant James Connoly e 1912 !

Gwezhall e oa ar Labour Party ur strollad « sokialour-mirour », sokialour war ar sujedoù ekonomikel ha sokial ha mirour war ar sujedoù kevredigezhel ken niverus e oa ar gatoliked e Bro-Iwerzhon.

Met cheñchet en deus ar Labour gant ar reveulzi wok. Bremañ en deus un is-strollad LGBT ennañ ha kaset en deus war-raok tout ar sujedoù wok hag enep-broadel er gevredigezh iwerzhonad an degadoù diwezhañ.

Ar wezh-mañ en doa anvet Helen Ogbu evit mont war ar renk en e anv e votadegoù-kêr Galway eus 2024. Ganet eo bet ar vaouez-se e Nijeria a-raok divroiñ da Vro-Iwerzhon 20 vloaz zo peogwir e oa he gwazh un emsaver politikel. Bevet he deus en ur greizenn goulennerien bod gant he merc’h a-raok kaout paper hag ar geodederezh iwerzhonad da heul. Etretant e vo drouglazhet he gwaz en Nijeria.

Kaset eo bet war-raok gant ar Labour abaoe 2024 pa voe dilennet evel kuzulierez-kêr. E-pad ar prantad-kabaliñ e voe souezhet tud Galway peogwir e oa ar wezh kentañ ma oa ur c’huzulier du e kuzul-kêr Galway. Lod a lavare e oa ur sin fall evit Bro-Iwerzhon hag a reas anaoudegezh gant ar Remplasiñ Meur en ur lakaat tizh, abalamour da Angela Merkel hag he folitikerezh « No Border » e 2015.

Souezhet tud Galway

Ha bremañ emañ stegnoc’h c’hoazh an traoù e kêr Galway pa oa bet komprenet gant an dud o doa ur vaerez estrañjour a-orin bremañ. E Bro-Iwerzhon e vez dilennet ar vaered evit ur bloavezh nemetken. Ur rol enorus eo ha n’eo ket eñ mestr an ti evel e Bro-C’hall. Bep bloaz e vez cheñchet liv politikel ar maer diouzh ar strolladoù a zo er c’huzul-kêr. Met ar wezh-mañ zo bet dilennet ur vaerez o tont eus an Nijeria, ha Bro-Iwerzhon, norzh pe su, o virvilh gant ar manifestadegoù a-enep an enbroidi. Hervez lod e vefe ar choaz-se un itrik marc’hatet etre ar Sinn Fein, ar Fianna Fail, ar Labour ha kuzulierien dizalc’h evit gwelaat skeudenn ha brud ar repuidi e Bro-Iwerzhon.

A-benn ar votadegoù kentañ e fell d’ar labour lakaat anezhi war ar renk evit gounit ur sez kannad e pastell-vro Galway kornôg.

E-barzh he frogram, Helen Ogby he deus lavaret e felle dezhi « lakaat da sevel lojamantoù sokial e-leizh » e Galway. Ha gwir eo ez eus un diouer mantrus a lojamantoù marc’had-mat e Bro-Iwerzhon. Met en ur c’houlenn a ra Iwerzhoniz « peseurt doare tud » a vo lakaet er lojamantoù nevez-se, iwerzhoniz pe repuidi ? Kar e Bro-Iwerzhon an estrañjourion a zo ur lodenn eus kudenn an diouer a lojamantoù.

Hag evit degas dour d’o frad he deus lavaret Helen Ogbu kerkent ha dilennet e felle dezhe e vefe kêr Galway ur « welcoming city » evit gwir « evit an nep a fell dezhañ ober annez amañ ». Sklaer he jeu neuze !

E Bro-Iwerzhon, evel e Bro-C’hall, tud gwenn eus an tu-kleiz o deus kaset war-raok Ramplasiñ Meur ar bobl orin ha bremañ emaint oc’h aozañ o Ramplasiñ Meur dezhe en o strolladoù dezhe. Evel LFI du-mañ.

E Bro-Iwerzhon evel e Bro-C’hall hag e vefe ideologiezh an tu-kleiz ur c’hleñved spered ?

Foto : Labour Party

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Culture, Culture & Patrimoine, Sport

Carhaix. « La Bretagne puissance sportive » : le sport à l’honneur du 37e Festival du livre en Bretagne les 24 et 25 octobre

Justice

De l’utilité des caméras dans les salles de tribunaux : le pour et le contre

A La Une, Football, Sport

Top 14. Vannes – Toulouse : 30 000 Bretons debout pour un promu magnifique, battu les armes à la main

Culture & Patrimoine, Histoire

1944-1945 : les violences sexuelles de l’Armée rouge contre les rescapées des camps nazis, un crime occulté par 80 ans d’historiographie

VANNES

Vannes. Les Rencontres nationales de la conchyliculture reviennent au Chorus les 6 et 7 octobre, avec l’Écosse en invitée d’honneur

Justice, LA BAULE

La Baule. « Les juges ont-ils vraiment tous les droits ? » : la magistrate Béatrice Brugère en conférence le 10 octobre

Economie, Local

Logements sociaux sacrifiés, concurrence faussée, DGS condamné : la gestion de Haute-Goulaine étrillée par la chambre régionale des comptes

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

War Raok n° 77 : fin de vie, nucléaire souverain, Jean Mabire… le numéro d’automne de la revue nationaliste bretonne est paru

Santé

Surmédication des personnes âgées : ces effets secondaires que les médecins prennent pour de nouvelles maladies

Sociétal

Ménage, devoirs, logistique : pour 42 % des Français, septembre est le mois de tous les débordements

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

Bro-Euskadi : un hent all evit an euskareg ofisiel ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Un nozvezh a feulster e Laval

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Insolite, International, Patrimoine

Bro-Alamagn : Abaoe 3000 bloaz, ur familh a chom er memes lec’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Goude Alliança Catalana, Mossu Palatina, Vlaams Belang, ar Sinn Fein ? Ar strolladoù broadelour oc’h en em « zidredebedouriezhisaat » ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Brezhoweb dévoile son agenda culturel en breton de la rentrée 2026 : livres, podcasts, musique et applications

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine, Sociétal, Société

« Difi 1000 familh », ur bloaz dija !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.