Echu eo ar vakañsoù evit ar gevredigezh La Javelle du Pays d’Ancenis. Adkroget eo gant an abadennoù dañsoù, kannañ ha muzik Breizh e bro-Ankiniz abaoe an 11 a viz gwengolo. Un tri-ugent bennak a dud a gemer perzh er c’hwec’h atalier a vez kinnige gant ar c’helc’h keltiek, etre an treuzkas d’ar re yaouank betek an abadennoù a vez kinniget gant an dañserien bep bloaz e Breizh, e Bro-C’hall ha betek e Maroko.
N’eo ket aes dougen sonn ar Gwenn-ha-du, hor banniel broadel, e Bro Ankiniz ken divrezhonekaet eo ar vro-se goude bloavezhioù a bropaganda evit ar rannvro faos broioù-al-liger (mui ar bedeladur, mui ar gallekadur, mui ar rakailhadur evit ar re yaouankañ). Ne vir ket ouzh La Javelle da ginnig atalieroù, festoù-noz hag abadennoù er vro-mañ abaoe 1961 a-dreuz drez ha spern a-wechoù.
Gant La Javelle e vez treuzkaset sevenadur Breizh eus an holl deroeroù met gant ar gevredigezh e vez pleustret kalz war dañsoù, kanaouennoù, gizioù ha koefoù Bro Ankiniz. Atalieroù ha stajoù Veuze, ar biniou eus Bro-Naoned, a vez propozet ivez.
Ha n’eo ket he-unan La Javelle o rentañ enor da sevenadur hag istor Breizh e Bro Ankiniz, E Varades, pelloc’h er reter c’hoazh, ez eus un eil kevredigezh « Patrimoine d’hier pour demain« . Ganti e vez pleustret war ar glad hag istor ar vro met ivez war gallaoueg Bro Ankiniz.
Tout se a ziskouez mat n’eo ket marv an identelezh breizhad war marzoù reter Bro-Naoned.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.