
Ankiniz (44) : an dreuzenn kerzhourien LGBT mastrouilhet (adarre)
E Ankiniz ez eus un dreuzenn kerzhourien LGBT e kreiz-kêr. Normal eo rak ur gevredigezh evit kas war raok an ideologiezh LGBT war ar maez a zo e bro Ankiniz, an “EsAc” hec’h anv. Gant kuzul-kêr ar re yaouank, d’ar 24 a viz mae, e oa bet kinniget da livañ an dreuzenn-mañ hag a zo dirak ul lise evel just.