Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazaire : re a drafikañ dramm, ur “steuñv ober” a vo lakaet e pleustr gant Samzun

Ampouezonet eo kêr Sant-Nazer gant an trafikañ dramm. Ur spont ! Embannet eo bet gant ar maer PS David Samzun e vo lakaet e “steuñv ober” e pleustr evit cheñch penn d’ar vazh. Da gentañ-holl e vo kreñvaet ar polis-kêr. 10 poliser a oa e 2016 pa voe savet ar servij, a-benn 2023 e vo 10 gwazour ouzhpenn ! Ha petra vo lavaret gant LFI ? Setu 10 “drouglazher” ouzhpenn o klask boued er straedoù, neketa ?

Karter Méan-Penhouët a zo e kreiz an divizoù. Deuet eo ar c’harter-mañ da vezañ kreizig-kreiz an trafikoù e Sant-Nazer. Hag eñ karter micherourion ar Chantieroù gwechall ! Gant an tavarnioù ma’z ae kantadoù a vichourion o pakañ ur banne goude o devezh labour ! Bremañ emañ kentoc’h ar c’harter e dalc’h poblañsoù zo…Met peseurt re, livirit din ?

Ouzhpenn d’ar polis-kêr e vo kreñvaet ar sistem a gameraioù evezhiañ ivez : 500 000€ a vo lakaet e-barzh gant an ti-kêr ! 40 kamera a seurt-se a zo dija e Sant-Nazer ha 40 ouzpenn a vo staliet a-benn 2023, en o zouez 6 e karter Méan-Penhouët. Mod-se e c’hello an drafikerien tennañ warno ?

Ur c’hi enep-drogach a vo prenet evit sikour ar boleserien-kêr ivez.

Evit poent n’eo ket bet klevet huchadennoù an dilennidi LFI er c’huzul-kêr.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ar penn-dramm a sko gant ur vaouez evit laerañ he arc’hant diganti

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “sponter ar goñversanted” kaset da strakal brulu pell eus Sant-Nazer

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky