Nag ur souezh : c’hoarierien mell-droad a-enep ar mailhurennoù LGBT

Start eo bet ar match etre Toulouse hag an FC Naoned disul tremenet !

« C’hoarierien » an TFC hag « ur c’hoarier eus Naoned » a nac’has gwiskañ ar vailhurenn LGBT bountet warno gant ar C’hevre. Setu ar pezh a lenner war mediaoù zo. Met peseurt doare c’hoarierien e oa eta ? Pennoù-touzet ? Aduerien Eric Zemmour ? Okitaniz ha Breizhiz melegan berr o spered « ha n’int ket digor war ar bed » ?

Setu anvioù an enep-LGBT : Zakaria Aboukhlal, Moussa Diarra ha Saïd Hamulic evit an TFC. Mostafa Mohamed evit an FC Naoned.

Ha neuze ar stourm kenskejadel (intersectionnel) ? Da lavaret eo ar c’henstourm etre ar vuzulmaned wasket gant ar baotred wenn hag an LGBT gwasket gant ar « cised » (=tud normal) wenn, penaos ‘mañ kont ganti ?

Mostafa Mohamed a lavaras e oa er wask gant e familh o chom en Ejipt. 25 bloaz eo eñ, da lavaret eo ur babig, levezonet gant e familh hag a dle bevañ diwar an arc’hant gounezet gantañ, anat. Met, war a seblant, eo e re muzulmaned ha n’int ket laosk en o feiz hag en o zalvoudegezhioù. Ha, war a seblant, n’eo ket o feiz muzulman ar memes doare feiz hag a gred anavezout hor paourkaezh woked en Europa.

Rak ur feiz all he deus gounezet ar speredoù hag an eneoù en Europa hag en Amerika : ar relijion woke. Ar re yaouankañ a zo troet sot gant ar wokism. Un tamm evel ar rap eo ar wokism. Bremañ, ha pe vefe er metoù « broadelour » pe eus an tu-dehou pellañ, e selaou rap an holl re yaouank ha rap nemetken. Ur gwir lañv ! Muzik ur rummad oad eo. Memestra evit ar wokism, relijion ur rummad oad eo deuet da vezañ.

Start ha kriz e vo distro ar « réel » ‘m eus aon.

E bed ar mell-droad, ez eus muioc’h-mui a dud ha n’int ket gwenn. Tud ha n’int ket eus rannvro ar skipailh. Pa c’hoarias Toulouse a-enep Naoned evit gourfen kib Bro-C’hall ne oa tamm GALL ebet er skipailh da skouer ! Estrañjourien nemetken ! Hag arabat klask ennañ un Toulousan pe un Okitan bennak evel just. Gwechall e oa ar skipailhoù « bedel » evel Arsenal hag a c’hoarie ingal hep c’hoarier saoz, bremañ eo Toulouse, ur skipailh « etre » eus ar paourkaezh kampionad gall. Hag e-touesk an estrañjourien-mañ ez eus kalz muzulmaned hag o deus ur sell disheñvel war ar gevredigezh ha hini ar c’hevredigezhioù woke european.

Rak petra eo an dra dristañ en afer-se ? E vefe nac’het ar vailhuren LGBT gant Zakaria ha Saïd pe e vefe gwisket laouen gant Nicolas ha Quentin ?

D’ho soñj ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine

An Alre : dao d’ar live 2 karta Ya d’ar Brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

Argenton-sur-Creuse (36) : ur sizhunvezh « evit dizivout gant repuidi » er skolaj

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Hag ul levr benelour (all) e brezhoneg !

Découvrir l'article

International

Quand le militantisme LGBT réécrit l’Histoire : stop au « queerwashing » du passé

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Iskis (kreizenn LGBT e Roazhon) o c’houlenn an aluzenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

« Friends of Dorothy », ur c’helc’h diviz LGBT kristen hag a breder war an « teologiezhoù queer ha lesbian »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Vatican : Un akta rapariñ e penniliz Sant-Pêr goude ar pardon LGBT

Découvrir l'article

Education, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

La médiathèque de Quimper programme un cycle « culture queer » ciblé sur les ados

Découvrir l'article

International

Richard Dawkins : « les femmes trans sont des hommes ». Le scientifique dénonce une attaque contre la vérité scientifique

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Local

Yuna le Men, ur vrezhonegerez desavet ‘ba Diwan Baod é foetiñ bro e brezhoneg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky