« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Echu gant Ai’ta ? Setu « Brezhoneg Gallo Koaz » pe BGK, ur strollad kuzh nevez hag en deus « «Distaliet » nevez zo « pannelloù e galleg evit gwirioù hon yezhoù (ar brezhoneg hag ar gallaoueg aze) ». Setu ar c’hemenadenn a zo bet kaset war ar rouedadoù sokial :

«Distaliañ pannelloù e galleg evit gwirioù hon yezhoù »
O paouez reseviñ kemenadenn ur strollad anvet Brezhoneg Gallo Kaoz (BGK) emaomp. Goude bout lennet dezrevell diwar benn digresk ar vrezhonegerien-ezed ha gallaouegerien-ezed, oc’h en em c’houlenn emañ ar strollad-mañ ; daoust hag-eñ e oa deomp da c’hortoz muioc’h en em zihunfe an ensavadurioù e Breizh, pe deomp da gregiñ ni hon-unan get al labour ?
Setu ar strollad o kregiñ ‘barzh en ur dennañ pannelloù-hent skrivet e galleg nemetken.
Ar pezh a vez goulennet gantañ ; lakaat e pleustr ur bolitikerezh wir e brezhoneg, henchet gant ensavadurioù breizhad. Kaset eo bet deomp luc’hskeudennoù. Douar ha Frankiz en deus asantet bout an disklerier evit o c’hemenadenn, bremañ, ha b’an dazont.
Bevet Douar ha Frankiz – Bevet Brezhoneg Gallo Kaoz !
Hervez ar video-se e servijo Douar ha Frankiz, ur strollad diouzh al lezenn, da vouezh-aotreet BGK.
E berr komzoù : graet e vo taolioù dindan guzh evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg gant Brezhoneg Gallo Kaoz met Douar ha Frankiz an hini eo a sammo atebegezh an taolioù-se.

Crédit photo : Tapadenn skramm kont Facebook Douar ha Frankiz
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.