D’ar 15 a viz eost e voe sebezet tud ar Poulgwenn o welet 13 familh termajied oc’h en em staliañ war un dachenn nepell eus al lasterezh. Hag evel just, evit en em staliañ n’o deus ket goulennet aotre ebet. Forset eo bet ar gloued ha diblaset an tammoù betoñs a oa war a hent. Ha dao, en ur par berr, setu ar c’haravanennoù luget evit an tredan ha staget evit an dour !
Met ken buan all e tegouezhas an dilennidi, an archerien hag un urcher evit lavaret sklaer e oa ar meuriad er-maez al lezenn. Bemdez zo bet paperet ar c’hirri-tan ha samorelloù a oa war an dachenn gant an archerien. Ha bemdez eo deuet an dilennidi, an archerien ha servijoù an dour hag an tredan evit trec’hiñ ar stagadurioù.
E berr komzoù : lakaet eo bet gwask war ar strollad termajied evit ma skampfe kuit. Kar tachennoù degemer a-walc’h a zo e Bro-Gwenrann !
Daou zevezh goude bezañ plantet o c’haravanennoù eo aet kuit an 13 familh. Pa vez stourmet e vez gounezet !
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine