Ar Poulgwenn (44) : an dispaker a oa dindan OQTF !

Quimper

D’ar 25 a viz even, tro 23e, emañ ur studierez o vutuniñ he sigaretenn e-barzh he jardrinig. O chom en ur savadur emañ. Rez-an-douar. O tistresiñ emañ d’an eur-mañ rak labourat a ra en ur preti eus ar Baol ha start eo al labour.

A-daol-trumm, petra a wel dirazi er straed ? Ur paotr oc’h en em bitouchal ! O c’hoari gant e fulupig ! Trankilik !

N’eo ket ur paotr gwenn. Gwelet he doa anezhi dija, er preti.

Gervel a ra ar polis. Tro 1e30 e teu ar paotr en-dro, ar “bitrak” en e zorn. Hag en ur c’hoarzhin setu eñ o c’hoari bazh-nouilh en-dro ! Ya, met ar wech-mañ emañ ar boliserien er ranndi a-dreñv ar vaouez. Serret eo kerkent ha kaset d’ar c’homiserdi.

D’an 24 a viz eost e oa dirak lez-varn Sant-Nazer.

Dirak ar barner en deus afer eus ur jubennour rak ne oar ket galleg mat. Nac’hañ a ra pep tra ! Hag eñ gwelet gant ar boliserien met kontañ a reont krakoù evel just. Dindan OQTF eo ha n’en doa ket droad da vezañ nag e Breizh nag e Bro-C’hall met n’eo ket strikt.

D’ar c’hwec’h mizvezh toull-bac’h eo bet kondaonet ha n’en do ket droad da zont d’ar Poulgwenn e-pad tri bloaz.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Une réponse

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS