Daou levr a zo bet embannet nevez zo evit ar re a fell dezho deskiñ kerneveureg : « Cornish Conversation Pattern for Beginners » ha « 108 Cornish Conversations » skrivet gant Dewi Rhys-Jones. E saozneg eo al levrioù-mañ.
Moaien zo da brenañ al levrioù-mañ war lec’hienn ar gevredigezh « Kowethas ar Yeth Kernewek« , seurt « Ofis » ar c’herneveureg, daoust ha n’en deus ket ar statud ofisiel. Un arbennigour eus ar yezhoù keltiek eo ar c’hembread Dewi Rhys-Jones, bet skrivet gantañ levrioù evit deskiñ ar c’hembraeg hag an iwerzhoneg. Gwelloc’h c’hoazh : skrivet en deus ul levr evit deskiñ ar c’hembraeg dre an iwerzhoneg hag an iwerzhoneg dre ar c’hembraeg !
A-hend-all, evit ar re a fell dezho treuziñ Mor Breizh evit deskiñ yezh hor breudeur, bez e vo aozet ur staj evit deskiñ kerneveureg e-pad daou zevezh e miz ebrel. Gant Kowethas e vo aozet ar staj-mañ, etre ar 17hag an 19 a viz ebrel.
Ur yezh predenek eo ar c’herneveureg, da lavaret eo kar d’ar brezhoneg ha d’ar c’hembraeg.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.