Rostrenn : panellig al lorc’h

Ha gall a reer kemer lorc’h gant ur panellig ? Ur panellig dister. Ur panellig e-touez ur bern panelloù all plantet war bord an hent.

Setu ar panellig a zo a-wel d’an holl e Rostrenn er mare-mañ :

Gwelet e vez anezhañ e kêr Rostrenn ha war bord an RN 164, hent-tizh ar C’hreiz Breizh.

E Bro-Euskadi pe e Korsika n’eo ket ur ral gwelet seurt panelloù, unyezhek, skrivet e yezh ar vro nemetken. Met e Breizh, biskoazh ne vez gwelet seurt panelloù. Hag ouzhpenn-se n’eo ket ur panell staliet evit kemenn d’an dud e vo un abadenn bennak gouestlet d’ar brezhoneg a-benn nebeut. Ket ! Ur staj echedoù eo. Ur staj ma vo desket c’hoari echedoù e brezhoneg ? N’eo ket skrivet.

Pa vo muioc’h a banelloù e-giz se e Breizh Izel e ouarimp he deus tremenet hor yezh ur bazenn. Ur yezh sokial en he bro orin e vo en-dro. Ur yezh hag a vo yezh ar bobl ha n’eo ket langach un dibab tud, evel m’eo re alies siwazh.

Hag e vefe panellig Rostrenn kalz muioc’h evit ur panellig ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Rostrenn : panellig al lorc’h”

  1. Herri ab Yann dit :

    « war ar bord an RN 164, hent-tizh ar C’hreiz Breizh » : relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle??

  2. RAYMOND NEVEU dit :

    Pe beg ‘b a e reor da Herri? Brulu a skriv gant birvidigezh ha nerz. A-wechou ar yezh a rip.

  3. Herri ab Yann dit :

    Arabat kas ac’hanon da c’hwezañ brulu, ma niz. Ne ran nemet gwelout disterachoù, traouigoù, fazioùigoù. Yezh Brulu a c’hell « ripañ », met, siwazh, ar yezh, hor yezh a seblant bezañ oc’h en em ripañ kuit ivez.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.