D’an 28 a viz meurzh, e stern « Mizvezh ar Brezhoneg » e vo aozet un atalier « skrivañ » er stal-levrioù « Les Déferlantes » e Montroulez. Met n’hallo ket ar baotred kemer perzh en atalier-mañ renet gant Klariz Bailleul rak « evit ar merc’hed » e vo nemetken.
Evel just e vo un atalier « gwregelour » peogwir « e tle mouezh ar merc’hed bezañ klevet ».
Ma vefe aozet atalieroù skrivañ « gourelour » gant paotred nemetken petra a vefe klevet er rouedadoù sokial gant an tu-kleiz ?
Gant Rannvro Breizh e vez aozet « mizvezh ar brezhoneg » ha perak e c’hell emsaverien zo aozañ seurt atalieroù difennet d’ar baotred e-stern mizvezh ar brezhoneg ? Diouzh al lezenn eo da zisrannañ mod-se ar baotred hag ar merc’hed e-barzh un abadenn bublik ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.