Ha c’hwi a anav Xiuxiuejar ? Ur rouedad sokial ouzhpenn a soñjit-hu ? N’eo ket, ur rouedad sokial e katalaneg penn-da-benn eo. Tennañ a ra un tamm da X (gant 280 karakter e pep kemenadenn d’ar muiañ tout) met disheñvel eo memestra.
Ijinet ha savet eo bet gant Metkhal Khalawi ur Sirian arruet e Katalonia 8 vloaz zo (goude bezañ bet toullbac’het gant DAECH pa oa en e vro) hag en deus desket katalaneg (hag e teu flour gantañ bremañ). Pep tra a vez meuret e Katalonia gant katalanegourien. Ne vez ket adwerzhet an data personel gant Xiuxiujar da embregerezhioù ar Web.
Hiziv an deiz ez eus 2000 katalanegour enskrivet war Xiuxiuejar hag ar prezidant Carles Puigdemont a zo o paouez embann en deus savet e gont dezhañ. Hervez an hini en deus savet ar rouedad e vefe 100 enskrivadur bemdez.
Tapadenn skramm : El Nacional.cat
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.