N’eo ket komprenent ar suised alemanek gant an IA !

Publicité

Emañ enklaskerien o paouez reiñ lañs d’un arload web evit enrollañ komzerien a rannyezhoù suis-alamaneg.

Ar pal : aesaat komprenedigezh an arloadoù naouaat ar gomz a vez kavet e pep lec’h bremañ (« Siri » pe « Alexa » o anv). Ken kreñv eo pouez-mouezh ar suised ha ken disheñvel o rannyezhoù hag an alamaneg standard ken e chom bourdet IA-où zo pa vez komzet suis-alamaneg oute.

Klasket e vo enrollañ 2000 eurvezh a suis-alamaneg gant an enklaskerien. Gant kement-mañ e vo maget un algoritm hag a glasko treiñ frazennoù e suis-alamaneg en hochdeutsch.

Meur a rannyezh a za d’ober ar suis-alamaneg ha bev-tre eo ar rannyezhoù-se e Suis alamanek, dre gomz da vihanañ.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.