Korsika : Petru Alessandri a chomo en toull-bac’h

Publicité

 

Abaoe 2018 e c’hellfe ar c’horsad Petru Alessandri bezañ e hanter-frankiz. Kondaonet e oa bet e 2003 e-barzh afer muntr ar prefed Erignac gant lez-varn ispisial Paris. Ur strollad a vroadelourien gorsad distag diouzh an emsav broadel hag ar strolladoù all e oa ar C’homando Erignac.

22 vloavezh a doull-bac’h en doa tapet eñ daoust ha ma oa bet dister e rol er muntr. Asantet e oa bet nevez zo gant lez-varn dedalvezout ar c’hastizoù e vefe bet dilojet eus prizon Poissy e Bro-Paris da greizenn Borgu e Korsika. Aze e vefe bet moaien dezhañ mont er-maez e-pad an devezh ha distreiñ d’an noz da gousket en toull-bac’h. Allas ! Graet en deus galv al lez-varn enesponterien. Chom a raio Petru Allesandri en toull-bac’h e Bro-C’hall, pell eus e re, evel ar brizonidi bolitikel gorsad all, Yvan Colonna ha Alain Ferrandi en o zouez.

62 vloaz eo Petru Alessandri ha klañv eo.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.