An FK Naoned rediet da adlakaat Anthony Limbombe er skipailh unan !

Emañ an FK Naoned en e uhelañ er mare-mañ. Tapet gantañ ar c’hwec’hvet plas er c’hampionad emañ klub ar c’hêrbenn o c’hortoz gourfen kib Bro-C’hall ma c’hoario koll pe c’hounit a-enep Nice.

Allas, emañ an LFP -ar “C’hevre”- o paouez gourdrouz ha c’hlub : setu rediet ar re velen ha gwer da lakaat er skipailh unan an tagour belj Anthony Limbombe (foto). Enrollet evit 8 milion € e 2018, Anthony Limbombe en deus c’hoariet daou vloaz nemetken er skipailh unan. Abaoe 2 vloaz neuze emañ pep sizhun er skipailh daou rennet gant Stéphane Ziani. Ne c’hoari ket mat a-walc’h mod-se emañ.
Ouzhpenn-se, hervezañ, “n’emañ ket ken na war poltred ofisiel ar c’hlub na war e lec’hienn internet. Ha n’eo ket mui pedet d’an emgavioù gant ar sponsored”. Paourkaezh ! Ar pezh a vefe gwallus evitañ hag e red-micher hervezañ. Hag e gont bank surawalc’h…
Embannet eo bet gant lez-varn an LFP e ranke an FK Naoned lakaat anezhañ er skipailh unan en-dro (ha pa ne vefe ket barrek awalc’h) a-zindan boan da vezañ kastizet.
E 2018, e oa bet serret Anthony Libombe gant polis Bro-C’hall, diskred warnañ da vezañ en un afer a wennañ arc’hant e metoù ar mell-droad belj.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS