Roazhon : 500 manifestour a-enep disoc’hoù ar votadeg [videoioù]

squatteurs_antifas

Gant ar metoù antifa hag en a-raok e oa bet galvet an dud da vanifestiñ a-enep disochoù ar votadeg disul da noz. Plasenn Santez-Ana e oa bet galvet an vanifesterien d’en em dolpiñ, da lavaret eo e kreizig-kreiz ar “Roazhon studier hag antifa”. D’ar sul da noz o doa dibunet 500 den, tud yaouank an darn vrasañ anezho, e straedoù Roazhon o sevel o mouezh a-enep disoc’hoù ar votadeg prezidant. Met n’eo ket bet ar vanifestadeg-se, ur vanifestadeg “emdarzhek”. E mod ebet ! Er c’hontrol, fellout a rae d’an antifa diskouez e oant mestr war straedoù Roazhon. Da lavaret eo, evito, war ar straedoù tro-dro da “straed ar sec’hed”, rue Saint-Mich’ hag all.

Stalioù hag ur c’homiserdi a zo bet taget gant ar vanifesterien, prinistri-stal drailhet ha taget gant luganioù antifa.

E Roazhon kement hag e Naoned eo Jean-Luc Mélenchon a zo arruet e penn an disoc’hoù.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS