Hag ur pevare pont a vo e Lannuon ?

Publicité

Ur pevare pont a zo war ar stern e Lannuon. Ar pont « izeloc’h war ar stêr » a vez graet anezhañ. A-drugarez dezhañ e fell d’ar gumuniezh kumunioù « Lannuon Treger kumuniezh » aesaat treuziñ ar stêr Leger evit ar c’hirri-tan. 9000 anezho a zo sañset tremen drezañ bemdez. Evit poent eo 18 000 karr-tan a dreuz bemdez pont Viarmes.

300 metrad hirder a vo anezhañ memestra, hogen hervez an dilennidi ne vo ket gwelet anezhañ kement-se. « Kendeuzet a raio gant ar glas tro-war-dro zoken » gouez dezho.

N’eo ket ali war ar poent-se ur strollad tud a-enep ar raktres, avat. Hervezo ne servijo da netra ar pont nevez ha saotret e vo an endro abalamour dezhañ zokenoc’h. Ur « raktres meur didalvoud » e vefe mod aerborzh Kêritron-al-Lann a lavaront. Goulenn a ra ar strollad e savfe o mouezh annezidi ar gumuniezh kumunioù a-enep ur raktres « koustus ha didalvoud ».

Un emvod foran a vo dalc’het evit divizout eus ar pevare pont d’an 2 a viz mae e ti Santez Ana e Lannuon.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.