Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Enez Taskon (56) : n’hall ket mui paizanted an enezenn beviñ diàr o labour

Un enezenn ag ar Mor Bihan ma c’heller monet àrni pa vez izel ar mor eo Enez Taskon. N’eo ket ur lec’h touristel nemetken : Un ti-feurm a zo e kreiz an enezenn gant tier vakañsiñ tro-dro. Kustumet eo paizanted an ti-feurm da werzhiñ o froduioù àr ar parkva a zo en tu all d’ar c’hanol-vor ma c’hell otoioù pe kirri-kampiñ oc’h en em staliiñ àrnañ.

Ar sizhun-mañ eo bet souezhet ar baizanted é welet e oa bet lakaet panelloù àr ar parkva : “n’eus ket mui droed monet àr an enezenn get an oto. An tremen zo miret evit an annezidi”. ‘Pezh zo faos penn-da-benn, an holl dud a c’hell monet àr an enezenn get o otoioù pe àr-droed a lavaras ar familh paizanted hag he deus c’hoant da genderc’hel da werzhiñ he froduioù evel kustum kar donet a rae tud da breniñ legumachoù pe kig betek o zi-feurm.

A-gaoz d’ar panelloù, ne ta ket mui an otoioù hag ar c’hirri-kampiñ àr ar parkva ha n’hall ket mui ar baizanted beviñ diàr o labour.

Evit brasañ plijadur ar barizianed hag an estrañjourion all o deus dam-brevesaet an enezenn ?

Crédit photo : pajenn Facebook “la ferme de l’île de Tascon”

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

Grip an evned : ur lodenn ag ar Morbihan edan evezh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky