Un dremenell ouzhpenn a vo savet etre Breizh ha Vañde. Ya, met un dra vat e vo !

E Yestinieg (Bro Gwiniegi), e penn-pellañ Breizh e vo savet un dremenell etre ar gumun ha Cugand, ur gumun eus ar Vañde. Arc’hantaet e vo ar chanter gant ar rannvro “broioù al liger” ha departamantoù Liger-Atlantel ha Vañde. “Mantrus” mut-hu ? Ya, en ur mod rak abalamour da se e vo muioc’h-mui a zarempredoù etre Bro-Gwiniegi Breizh hag ar Vañde. Ha kreñvaet e vo levezon ar Vañde war an tiriadoù breizhad eus su al Liger war ar marc’had. Met, en ur mod-all, e vo adliammet kumun Cugand ouzh he bro orin : Breizh.

Ur gumun eus ar marzoù etre Breizh ha Poatev a oa Cugand gwechall hag evit a selle ouzh ar relijion : e-barzh eskopti Naoned e oa Cugand ha ne oa ket e-barzh hini Luçon e bro bPoatev. Hogen, pa voe savet an departamantoù e 1790 ez eas Cugand gant ar Vañde. Ha padal e savas o mouezh tud Cugand evit mont e departamant al Liger-Atlantel rak ne oant ket ali mont e-barzh ar Vañde. Ur petision a zo bet sinet ganto zoken. Siwazh ne’z eas ket o mouezh betek Paris hag e-barzh departamant ar Vañde ez eas kêr gCugand a-benn ar fin.

Ouzhpenn da se, hervez arbennigourien zo, e vefe “Cugand” un anv… brezhonek, par da “gCugen” en Il-ha-Gwilun.

Gant an dremenell-mañ e vo liammet ur gumun vreizhad ouzh he mamenn-vro en-dro, neuze !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Une réponse

  1. VIVE NOTRE DRAPEAU BRETON
    el viva le drapeau de la BRETAGNE sans oublier nos drapeaux des Provinces pas trop d’orgueil !!!

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS