
Un dremenell ouzhpenn a vo savet etre Breizh ha Vañde. Ya, met un dra vat e vo !
E Yestinieg (Bro Gwiniegi), e penn-pellañ Breizh e vo savet un dremenell etre ar gumun ha Cugand, ur gumun eus ar Vañde. Arc’hantaet e vo ar chanter gant ar rannvro « broioù al liger » ha departamantoù Liger-Atlantel ha Vañde. « Mantrus » mut-hu ? Ya, en ur mod rak abalamour da se e vo muioc’h-mui a zarempredoù etre Bro-Gwiniegi Breizh hag ar Vañde.